Fernand Braudel (Luméville-en-Ornois, 24 a viz Eost 1902 - 27 a viz Du 1985) a oa un istorour gall brudet en XXvet kantved. Labouret en deus war teir zachenn studi vras, e-pad meur a vloaz bep tro : "ar Mor Kreizdouar da vare Fulup II" (1923-1949 ha 1949-1966), "Sevenadurezh ha Kevalaouriezh" (1955-1979) hag er fin "Identelezh Bro-C'hall"(1970-1985).

Brud en deus tapet gant e skridoù ha, muioc'h c'hoazh, gant ar skol anvet Écoles des Annales, renet gantañ e-pad meur a vloaz, hag a voe bouez he fouez evit an enklaskoù istor e Bro-C'hall hag e broioù all. Evel unan eus an istourien e penn an Écoles des Annales er bloavezhioù 1950 ha 1960, en devoe ul levezon vras war an istorourien ha war an enklaskoù istor e Bro-C'hall.

Sellet a reer ouzh Braudel evel unan eus brasañ istorourien an amzer vremañ ; lakaet en deus war wel pouez an armerzh war an istor ha war ar skridoù istor. Sellet a reer outañ ivez evel unan eus diazezerien Terorienn ar Reizhiadoù-Bedoù.

E vuhez

kemmañ

Adalek e yaouankiz e voe troet gant an istor hag al lennegezh. Mont a reas d’ar Sorbonne d’ober studioù istor. Goude e studioù e voe anvet da gelenner en Aljeria, e Konstantin da gentañ e 1923 hag en Aljer da c’houde, e 1924. Goude al liseoù e kelennas e skol-veur Aljer. Neuze e krogas da sevel e dezenn, diwar-benn « Fulup II hag ar Mor Kreizdouar ». Tamm-ha-tamm e krogas da sellet ouzh ar Mor Kreizdouar evel un tamm bed gant e istor dezhañ. Sevel a ra kalz pennadoù embannet e kelaouennoù istor ha brud a dapas a-nebeudoù, evel un arbennigour war istor Norzhafrika. Anaoudegezh a reas gant tud a rae war-dro ar gelaouenn istor Les Annales, krouet e 1929 gant Marc Bloch ha Lucien Febvre. Gant an dud-se e veze lakaet ar pouez war an darempred a oa etre an armerzh, an istor politikel hag ar vuhez sevenadurel. Fellout a rae dezho studiañ an istor gant selloù ha doareoù eus meur a ziskiblezh. Anvet e voe Braudel da gelenner lise e Pariz e 1932. Etre 1935 ha 1937 e voe o kelenn e skol-veur São Paulo e Brazil. Goude-se, e 1937, e voe kemeret en École pratique des hautes études e Pariz. Pa darzhas ar brezel, e 1939, e voe kaset d’an talbenn ha prizoniet e voe gant an Alamaned. Kaset e voe d’ur c’hamp prizonidi e-kichen Lübeck hag eno e kendalc’has da labourat war e dezenn, anvet La Méditerranée et le Monde Méditerranéen à l'époque de Philippe II, daoust ma ne oa ket e notennoù gantañ, en ur implij e vemor burzhudus.

Goude ar brezel e tifennas e dezenn e Pariz, d’ar 1añ a viz Meurzh 1947 hag embannet e voe e stumm ul levr e 1949. Dont a reas Braudel da vezañ unan eus istorourien bennañ an Écoles des Annales d’ar mare-se. Er bloavezhioù 1960 e savas ur "Grammaire des Civilisations" a voe embannet e stumm ul levr distag e 1987 hag e 1993. En oberenn-se, an eil pezh labour hir savet gant Braudel, e pled gant an "amzer hir" ha gant istor ar bed a-bezh en ur zisplegañ lañs ar gevalaouriezh. Disheñvel-naet e oa sell Braudel diouzh an doare a oa da welet an istor diagent, pa veze kontet an darvoudoù an eil war-lerc’h egile.

Krouiñ a reas, e kenlabour gant istorourien all, ha gant sikourioù arc’hant eus ar Stadoù Unanet, un diazezadur anvet "Fondation Maison des Sciences de l’Homme" e 1962. Gant an FMSH e veze labouret da vrudañ doareoù an Annales dre ar bed. Paouez a reas Braudel da ren kelaouenn an Annales e 1972, met kenderc’hel a reas da genlabourat ganti goude-se.

Unan eus arouezioù labour Braudel eo ar plas a ro d’an dud vunut. Kalz eus ar skridoù a servij da vammennoù evit skrivañ an istor zo skridoù lezet gant tud eus ar renkadoù uhel, evel m’en deus diskouezet. Se zo kaoz en deus pouezet en e oberenn war buhez ar re baour, ar sklaved, ar beizanted vihan, pobl vunut ar c’hêrioù, ha diskouezet en deus ar pezh o deus degaset an dud-se d’o mistri, d’o galloud ha d’o finvidigezh. En e levrioù e kaver taolennoù eus buhez pemdez an dud, kentoc’h eget poltredoù eus an dud uhel hag ar rouaned.

E 1949 e voe dilennet Braudel da vont da Skolaj Bro-C'hall, war-lerc’h Lucien Febvre. Mont a reas war e leve e 1968, met derc’hel a reas da skrivañ ha da embann e skridoù. E 1984 e voe anvet en Académie française.

Mervel a reas d’ar 27 a viz Du 1985.

E oberennoù pennañ

kemmañ
  • La Méditerranée et le monde méditerranéen à l'époque de Philippe II, Armand Colin, div levrenn (1949).
  • Civilisation matérielle, Economie et Capitalisme, XVème-XVIIIème siècle, Armand Colin, teir levrenn (1979)
  • Grammaire des civilisations, Arthaud-Flammarion (1987).
  • La dynamique du capitalisme, Arthaud (1985).
  • L’identité de la France, Arthaud, teir levrenn (1986).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.