Un drama istorel pe film istorel a vez graet eus un oberenn drama a c'hoarvez en amzer gent ; alies e adkaver an doare oberennoù-se e filmoù pe er skinwel. Kinnig a reer darvoudoù ha tudennoù istorel, gant elfennoù faltazi evel an eskemmoù dre gomz, darvoudoù ijinet hag a glask stankañ an toulloù a zo dianav pe evit taolenniñ un aergelc'h ledanoc'h.

O sevel ur film Sherlock Holmes e Londrez e 2004

Ar buhezfilmoù zo un doare filmoù istorel hag a zo stag ouzh buhez un hinienn pe ur strollad resis a dud a zo bet. Ar filmoù istorel a c'hell bezañ reoù karantez, reoù avantur.

An dramaoù istorel zo disheñvel diouzh re ar faltazi istorel, ma vez kinniget alies tudennoù pe darvoudoù ijinet penn-da-benn met gant un aergelc'h istorel gwirion (ur brezel, ur marevezh...). Un oberenn istorel a c'hell bezañ diazezet en ur marevezh ledan evel ar Grennamzer pe unan resis evel ar bloavezhioù 1970 da skouer.

Hervez ar mare ez eus bet rummadoù disheñvel a filmoù istorel oc'h ober berzh bras, evel ar filmoù western hag ar re "kabell ha kleze", a oa ar re stankañ e sinema ar Stadoù Unanet er bloavezhioù 1950.

Pennadoù kar

kemmañ