Finis terrae
Finis terrae zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Epstein e 1928.
Embannet e 2015 gant Skol Vreizh ez eo bet savet ar romant N'eus ket a garantez eürus gant Goulc'han Kervella, ul levr ijinet diwar darvoudoù ar film.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama,
- Skoazeller-sevener : Pierre Hot.
- Senario : Jean Epstein,
- Kevredad produiñ : Société Générale de Films,
- Produour : Serge Sandberg,
- Kevredad dasparzhañ : Mappemonde Films,
- Frammer : Nicolas Delbart,
- Skeudenniñ : Barthès, Kottula, Née ha Tulle,
- Sonerezh : Roch Havet,
- Prantad filmañ : adalek miz Gouere betek miz Du 1928,
- Lec'hioù filmañ : Balaneg, Banneg (Molenez), Eusa,
- Deiziad dont e-maez : 19 a viz Ebrel 1929,
- Padelezh : 82'.
An danvez
kemmañE Banneg eo bet pevar den o vezhina e-pad an hañv. Tabut a sav etre an daou yaouankañ — Ambroise ha Jean-Marie — abalamour d'ur voutailhad win hag a dorr a-benn ar fin, bet gloazet Ambroise gant un tamm darbod anezhi. War drenkaat ez a an darempredoù etre an daou baotr a-zivout ur gontell hag a vije aet digant Jean-Marie. Binimañ a ra ar c'hloazadenn e palv dorn Ambroise o virout outañ a labourat. Tamm-ha-tamm ez eo skoet ar paotr gant an derzhienn. Goude kompren n'eo ket aet e gontell gant Ambroise e tiviz Jean-Marie e saveteiñ o kas anezhañ da Eusa. Hag eñ ha pouleñvat ouzh froudoù arvarus Ar Froñveur. En Eusa e sav an nec'hamant ivez goude merzout ne zivoged ket forn Banneg ken : di ez eo kaset Lesenn, mezeg bourc'h Lambaol...
Roll ar gomedianed
kemmañ- Jean-Marie Laot : Jean-Marie, unan eus ar pevar bezhinaer,
- Ambroise Rouzic : Ambroise, unan eus ar pevar bezhinaer,
- Malgorn : diwaller an tour-tan,
- François Morin
- Pierre
- Gibois : ar medisin.
- Annezidi Banneg hag Eusa