Firth
Firth zo ur ger skotek a vez graet eus un aber e Bro-Skos hag ar pleg-mor dirazi war un dro peurvuiañ. A-wechoù ne vez nemet ur strizh-mor. Kar eo ar ger d'ar ger fjord (diwar ur ger henc'hermanek *ferþuz).
Aberioù an Uheldirioù avat ne vez ket graet an anv-se anezho, graet e vez gant loch (kar d'ar ger loc'h brezhonek) kentoc'h.
Al lec'hioù anvet "firths" zo paotoc'h en arvor ar reter, pe e mervent Skos, war-bouez ar Firth of Lorn. En arvor an Uheldirioù ez eus aberioù ha meur a strizh-mor pe strizh-dour ha n'eus "firth" ebet, evel the Minch, ha Loch Torridon.
Ar firth a c'hoarvez eus marevezh ar skorn.
Firthoù Bro-Skos
kemmañEn arvor kornôk (eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz)
kemmañ- Firth of Lorn, an hini hanternosañ, liammet gant Moray Firth dre
- loc'hoù Great Glen, ar Caledonian Canal ha Loch Ness en Inverness.
- Loc'hoù e-kichenik ar Firth: Loch Lochy, Loch Linnhe, Loch Leven, Loch Oich.
- lec'hioù: Oban, Fort William.
- inizi: Muile (Isle of Mull), Lismore ha Kerrera.
- Firth of Clyde aber ar stêr Clyde
- loc'hoù a-stok ouzh Firth of Clyde: Gare Loch, Loch Long, Holy Loch, Loch Striven, Loch Riddon diwar Na Caoil Bhòdach (Kyles of Bute), Loch Fyne ha Campbeltown Loch.
- Lec'hioù: Helensburgh, Port Glasgow, Greenock, Gourock, Dunoon, Rothesay, Wemyss Bay, Largs, Brodick, Ardrossan, Troon, Ayr, Girvan ha Campbeltown, an Erskine Bridge ha Dumbarton zo war lez an aber dre ma ledana war-dro Port Glasgow.
- e gouezeleg ez eus div lodenn d'ar Firth of Clyde :
- Linne Chluaidh (distaget [|ʎiɲəˈxɫ̪uəj]) ar penn e kostez an douar-bras,
- hag al lodenn er c'hreisteiz da Arran, Cinn Tìre (Kintyre) hag Ayrshire/Galloway a zo An Linne Ghlas (distaget: [ə ʎiɲə ɣɫ̪as̪]).
- Solway Firth (gant ar stêrioù Eden, Esk ha Nith).
En arvor reter (eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz)
kemmañ[[Image:Dundee from Tay.jpg|thumb|right|200px|Dundee adal ar Fife
Brec'hioù da Mor an Hanternoz int, pe stag outañ.
- Dornoch Firth an hanternosañ anezho
- Cromarty Firth
- Lec'hioù: Cromarty, Dingwall, Invergordon.
- Stêrioù: Conon, Orrin, Rusdale, Glass, Alness.
- Moray Firth ha Beauly Firth
- Warlez ar Moray Firth: Inverness, Nairn, Fortrose, Fort George.
- Begoù-douar: Whiteness Head, Chanonry Point, Alturlie Point.
- Warlez ar Beauly Firth: Beauly.
- Firth of Tay (aber ar stêr Tay).
- Lec'hioù: Perth, Dundee, Monifieth, Tayport, Newport on Tay, Newburgh, Fife.
- Stêrioù: Tay, Earn.
- Headland: Buddon Ness.
- Inizi: Mugdrum Island
- Firth of Forth (aber ar Forth)
- Kêrioù ha lec'hioù: Edinburgh, Dunfermline, Kirkcaldy, Falkirk, Stirling, Grangemouth, Rosyth, North Queensferry, South Queensferry, Musselburgh, Crail, Cellardyke, Anstruther, Pittenweem, St Monans, Elie, Earlsferry.
- Stêrioù: Forth, River Avon, Water of Leith, River Almond, River Esk, River Leven
En hanternoz Bro-Skos
kemmañ[[Image:PentlandFirthMap.png|thumb|right|200px|Kartenn ar Pentland Firth ha tro-war-dro]]
- Ar Pentland Firth a zo ur strizh-mor etre douar-bras Skos hag an Inizi Orc'h hag a zo evel ul liamm etre ar Meurvor Atlantel ha Mor an Hanternoz.
- Lec'hioù: John o' Groats, Canisbay, Gills Bay, Rattar (Caithness)
- Begoù-douar: Brims Ness, Brough Ness, Duncansby Head, Dunnet Head
- Inizi: Hoy, Pentland Skerries, Swona, South Ronaldsay, South Walls
En Inizi an hanternoz
kemmañ
Skouerioù arall e Bro-Skos
kemmañE gouezeleg e vez lavaret linne eus an darn vrasañ eus an an aberioù meneget uheloc'h hag a lavarer firths anezho en saozneg; kemend-all a reer eus ar Sound of Sleat, Crowlin Sound, Cuillin Sound, Sound of Jura, Sound of Raasay, hag un darn eus Loch Linnhe.
Firths e-maez Skos
kemmañ- Ar Firth of Flensburg, un aber etre Danmark hag Alamagn
- Ar Firth of Thames ar bae en aber ar Waihou River e Zeland Nevez
- Firth of Tay, Antarctica.
Notennoù
kemmañ