Flobart
Ur flobart (skrivet flobard a-wezhioù) zo ur vag-pesketa bihan hengounel. Mat eo evit bageal pa vez nebeut a donder war an aod, da lavared eo pa 'z eus nebeut-tre a galandour (30 cm d'an nebeutañ). Ijinet eo bet er XXvet kantved evit mont da besketa adal an traezhennoù hir ha plat a zo war Aod an Opal e Pas-de-Calais (Bro-C'hall). Implijet e veze evit pesketa war aodoù Audinghen, Audresselles, Berck, Boulogne-sur-Mer, Calais, Dannes, Équihen-Plage, Merlimont, Neufchâtel-Hardelot, Outreau, Oye-Plage Le Portel, Tardinghen, Wimereux, Wimille ha Wissant.
-
Ur flobart
-
Flobard stlejet diwar ar mor e Beg Gris-Nez (Audinghen)
-
Flobart e Tardinghen
Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |