Fly Me to the Moon
Fly Me to the Moon zo ur ganaouenn saoznek a garantez, en doare jazz, hag a oa bet savet gant ar sonaozour stadunanat Bart Howard e 1954.
Istor
kemmañEnrollet e oa bet kenkent, e 1954, gant ar ganourez stadunanat Kaye Ballard, e ti Decca Records, hag anvet neuze In Other Words. E 1956 e voe enrollet adarre gant Portia Nelson en hec'h albom, Let Me love you. Er memes bloaz e voe enrollet ivez gant Johnny Mathis hag adanvet Fly me to the moon.
Abaoe eo bet kanet gant tud e-leizh, ha deuet da vezañ ur standard jazz. Brudet eo c'hoazh doare Frank Sinatra, enrollet e 1964.
Kanerien
kemmañKen brudet eo ar son ma'z eo bet kanet gant un niver bras a dud :
- Daniel Boaventura, Alma Cogan, Nat King Cole, Doris Day, Astrud Gilberto, ar C'hembread Tom Jones, Tony Bennett, Andy Williams, Marvin Gaye, Diana Krall, Brenda Lee, Julie London, Johnny Mathis, Diana Panton, Nicki Parrott, Karolina Pasierbska, Natalie Paul, ar Skosad Rod Stewart, Sarah Vaughan, Peggy Lee, ... Hikaru Utada, Wes Montgomery, Paul Gilbert, ar Brazilian Tom Jobim, Lavern Baker, Michael Bublé, Bobby Womack, Annie Ross, Count Basie, Duke Ellington, Dinah Washington, Helen Merrill, Lyn Collins, Donna Hightower, Laura Fygi etc.
Yezhoù all
kemmañ- E 1963 e voe enrollet un doare italianek, "Portami Con Te", hag un doare spagnolek, "Llévame a la Luna"[1] gant ar ganerez stadunanat (a orin italian) Connie Francis .
- Meur a zoare gallek zo:
- E 1964 e voe kanet gant Les Compagnons de la chanson, hag anvet En d'autres mots[2].
- E 2003 e voe kanet gant Julien Clerc, en e albom Studio, hag anvet Volons vers la lune.
- E 2012 e voe kanet gant Nicole Martin en hec'h albom 'Cocktail Lounge en un doare divyezhek hag anvet En d'autres mots / Fly Me to the Moon .
- E 2015 ez eus bet savet un doare all gant Claude Moine.
Ma plij d'an dud adsevel komzoù nevez eo abalamour d'ar gwirioù : ne garfent ket kanañ komzoù a zegasfe da dud all arc'hant a gavont bravoc'h kaout en o c'hont-bank, ha pa vije en estrenvro.