Formulenn diorroet plaen

TermenadurAozañ

Er gimiezh volekulel ez eo ar formulennoù diorroet plaen formulennoù hag a ro titouroù diwar-benn aozadur an atomennoù a ya da sevel ar molekulennoù.
Dre ma vezont taolennet a-blaen ne roont ket titouroù diwar-benn aozadur gwir an atomennoù en egor. Peurvuiañ e vez taolennet a-skouer (90º) an ereadoù etre an atomennoù, met evit bezañ sklaeroc'h e vezont taolennet a 120º a-wezhioù.
Natur an atomennoù a vez meneget gant azouezioù deuet eus taolenn beriodek an elfennoù hag an ereadoù etre an atomennoù gant un tres pe meur a hini diouzh ma vez eeun pe liesek ar re-se.

Un nebeud formulennoù diorroet plaenAozañ

H - O - H
    H   H  
    |   |  
H - C - C - O - H
    |   |
    H   H
    H   H
    |   |
H - C - C - O - H
    |   |
    H   H
    H   H
    |   |
    C = C
    |   |
    H   H

Gwelet ivezAozañ


Taolennadur ar molekulennoù
Diaoz - Lewis - Diorroet plaen - Damziorroet - Topologel - Cram - Newman - Fischer - Haworth
Gilbert Newton Lewis - Hermann Emil Fischer - Walter Norman Haworth