Taolennadur Cram
Taolennadur Cram ar molekulennoù organek a ro an tu d'o daolennañ en egor (3M).
Diazezet eo an doare taolennañ-se war un nebeud reolennoù eeun :
- Taolennet e vez an ereadoù etre daou atom a zo e-barzh plaen ar follenn gant un tres leun :
- Taolennet e vez an ereadoù etre un atom a zo e-barzh plaen ar follenn hag un atom dirak ar plaen-se gant un tres tev, pe gant un tric'horn leun, e veg eus tu an atom a zo er plaen, hag e ziaz eus tu an atom all :
- Taolennet e vez an ereadoù etre un atom a zo e-barzh plaen ar follenn hag un atom a-dreñv ar plaen-se gant un tres pikaouek, pe gant un tric'horn roudennek, e veg eus tu an atom a zo er plaen, hag e ziaz eus tu an atom all :
Da skouer
kemmañ CH4 Metan
Taolennadur ar molekulennoù |
---|
Diaoz - Lewis - Diorroet plaen - Damziorroet - Topologel - Cram - Newman - Fischer - Haworth Gilbert Newton Lewis - Hermann Emil Fischer - Walter Norman Haworth |