François Ravaillac
François Ravaillac a oa un den lies micher ha mestr-skol gall brudet evit bezañ muntret ar roue Herri IV d'ar 14 a viz Mae 1610. Ganet e oa bet Ravaillac e 1577 en Angoulême ha lakaet e oa bet d'ar marv goude bezañ boureviet d'ar 27 a viz Mae 1610 er place de Grève e Pariz, tamallet dezhañ bezañ graet ur rouelazh.