Fran Miklošič
Fran Miklošič
Fran Miklošič e 1853
Deiziad ganedigezh 20 a viz Du 1813
Deiziad marv 7 a viz Meurzh 1891 (78 vloaz)
Lec'h ganedigezh Radomerščak, Impalaeriezh Aostria
Bro Impalaeriezh Aostria
Micherioù Kelenner

Yezhoniour
Filozofour

Diplomoù Doktorelezh prederouriezh Skol-veur Graz

Fran Miklošič (anavezet en alamaneg evel Franz Xaver Ritter von Miklosich) (20 a viz Du 18137 a viz Meurzh 1891) a oa ur yezhoniour sloven.

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Miklošič e Radomerščak e-kichen kêr Ljutomer, e Stiria Izel, hag a oa da neuze en Impalaeriezh Aostria.

Studioù war ar brederouriezh a reas e skol-veur Graz, ha dont a reas da vezañ kelenner prederouriezh enni. E 1838 ez eas da skol-veur Vienna, ma tapas un doktorelezh war ar gwir. Levezonet e voe gant ar yezhoniour Jernej Kopitar ha paouez a reas gant ar gwir, da ouestlañ e vuhez da studi ar yezhoù slavek.

E 1844 e tapas ur post e Levraoueg an Impalaeriezh, e Vienna. Er bloavezh-se ivez e embannas ur pennad diwar-benn labour ar yezhoniour alaman Franz Bopp hag a sachas evezh ar skolveuridi warnañ. Diwar neuze e embannas meur a oberenn ma tiskouezas e oa un den desket-bras war ar yezhoù slavek. Gant e labour e voe degaset kemmoù bras da studi ar yezhoù-se.

E 1849 e voe anvet Miklošič d'ar gador nevez-savet evit ar yezhoniezh slavek e skol-veur Vienna. Ezel e voe ivez eus Akademiezh Skiantoù Aostria, e rann ar yezhoniezh, ha kenskrivañ a rae gant "Akademiezh C'hall an Enskrivadurioù hag al Lizheroù Kaer". En e oberenn en deus pledet gant ar yezhoù slavek, hag ivez gant ar roumaneg, an aroumaneg, an albaneg, ar gresianeg, ar romeg (romani)[1].

E vennozhioù politikel

kemmañ

Da vare Dispac'h 1848 e kemeras perzh Miklošič, a-zevri, en emsav broadel sloven. Bez' e voe kadoriad ur gevredigezh studierien sloven eus Graz ha Vienna, anvet Slovenija. Asambles gant tud all evel Matija Majar ha Lovro Toman, e savas ur programm politikel anvet "Slovenia Unanet", da c'houlenn ma vefe unanet an holl zouaroù ma komzed sloveneg en ur vro hepken, en Impalaeriezh Aostria, ha ma vefe roet d'an dud ar gwir da gomz sloveneg e pep lec'h. Goude c'hwitadenn an emsavadeg, e tistroas d'e obererezh skloveuriad. Met kensinañ a reas Emglev Lennegel Vienna, e 1850, a-gevret gant skrivagnerien serbek ha kroatek, Vuk Karadžić, Đuro Daničić, Ivan Mažuranić, Dimitrija Demeter, Stjepan Pejaković, Ivan Kukuljević ha Vinko Pacel, da glask unvaniñ yezhoù skrivet ha lennegezhioù ar Serbed, Kroated ha Slovened.

Oberennoù

kemmañ
  • Lexicon linguae slovenicae veteris dialecti, 1850 (adembannet e 1862-65 evel Lexicon Palaeoslovenico-graeco-latinum)
  • Vergleichende Grammatik der slavischen Sprachen, 4 levrenn, 1852–75
  • Vergleichende Formenlehre der slavischen Sprachen, 582 pajenn, 1856
  • Monumenta Serbica Spectantia Historiam Serbiae, Bosniae, Ragusii, 1858
  • Die Bildung der slavischen Personennamen, 1860
  • Etymologisches Wörterbuch der slavischen Sprachen, 1886
  • Über die Mundarten und Wanderungen der Zigeuner Europas, 12 lodenn, 1872-80.

Notennoù

kemmañ
  1. Štefe, Tomaž (2009). Veliki Slovenci: Franc Miklošič. Moja Slovenija [Ma Slovenia]. (sl)