Vuk Karadžić
Vuk Stefanović Karadžić (distaget [ʋûːk stefǎːnoʋitɕ kâradʒitɕ] e serbeg, skrivet Вук Стефановић Караџић el lizherenneg kirillek) a oa ur yezhoniour serb, gwerinoniour, troour ha diazezer doare-skrivañ ar serbeg, ganet d'ar 7 a viz Du 1787 e Tršić, e-kichen Loznica, en Impalaeriezh Otoman d’an ampoent, ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1864 e Vienna, en Impalaeriezh Aostria-Hungaria.
Unvaniñ ha kempenn a reas ar serbeg skrivet hag al lizherenneg implijet evit ar yezh-se. Dastum a reas kanaouennoù, barzhonegoù ha kontadennoù. Gantañ e voe savet ar geriadur kentañ e serbeg modern. Gantañ ivez e voe troet an Testamant Nevez e serbeg.
E vuhez
kemmañGanet e voe e-kichen kêr vihan Loznica, en Impalaeriezh Otoman d’an ampoent met e Serbia bremañ. Anvet e voe Vuk gant e dud, da lavaret eo « bleiz », evit gwareziñ anezhañ, rak e vreudeur hag e c’hoarezed a oa marvet holl diwar an dorzhellegezh.
Kemer a reas perzh en Emsavadeg Kentañ ar Serbed a-enep an Impalaeriezh Otoman etre 1804 ha 1813. Neuze e rankas tec'hout da Vienna ; eno e reas anaoudegezh gant yezhoniourien slavek all, evel Jernej Kopitar. Neuze e stagas da zastum kanaouennoù serbek ha da labourat war yezhadur ar yezh-se. E 1814 e embannas e Vienna un dastumad kanaouennoù pobl anvet Mala prostonarodna slaveno-serbska pjesnarica hag er bloavezh-se ivez e embannas ur yezhadur gant an titl Pismenica srbskoga jezika. Gant skoazell Jernej Kopitar en em lakaas da labourat evit modernaat doare-skrivañ ar serbeg. Tennañ a reas un toullad lizherennoù, aet diezhomm, eus al lizherenneg kirillek ha degas a reas unanig nevez bennak (evel Ђ). Gant e labourioù e voe eeunaet skritur ar serbeg ha tostaet e voe ar yezh skrivet ouzh ar yezh komzet. E c’her-stur e oa, hervez a gonter :
- Skriv evel ma komzez, lenn evel ma skrivez.[1]
Distaget e oa bet ar frazenn-se en a-raok, gant ar yezhoniour hag ar geriadurour alaman Johann Christoph Adelung. Met gant Karadžić e voe lakaet da dalvezout evit ar serbeg.
Labourat a rae gant ar soñj e vefe dihunet brogarouriezh ar Serbed gant e skridoù hag e c’hallfent, da-heul, en em sevel a-enep an Otomaned. Bez’ e voe ivez unan eus ar re a reas eus Kosovo kavell ar vroad serb [2].
Evit e holl labourioù ne resevas ket nemeur a skoazell : paour e voe e-pad ul lodenn eus e vuhez, ha n’eo nemet en e vloavezhioù diwezhañ en devoe ul leve digant ar priñs Miloš Obrenović.
Un nebeud oberennoù
kemmañ- Pismenica srpskoga jezika (yezhadur ar serbeg), 1814.
- Narodne srpske pjesme I-V (barzhaz serbek), Vienna ha Leipzig, 1823-1864.
- Srpski rječnik (Geriadur serbeg-latin-alamaneg), embannadur kentañ e 1818, eil embannadur e 1852.
- Novi zavjet (an Testamant Nevez troet e serbeg), lodenn gentañ e 1824, troidigezh klok e 1847, eil embannadur e 1857.
- Kontadennoù pobl serbek (1821, 1853, 1870…).
Ha skridoù all c’hoazh, e serbeg pe en alamaneg, diwar-benn ar serbeg.
Notennoù
kemmañ- ↑ e serbeg: Пиши као што говориш и читај како је написано. (Piši kao što govoriš i čitaj kako je napisano.)
- ↑ (2016) "From Myth to Territory: Vuk Karadžić, Kosovo Epics and the Role of Nineteenth-Century Intellectuals in Establishing National Narratives". Hungarian Historical Review 2: 357–376