Franz Bopp (1791, Mainz - 1867, Berlin) a oa ur yezhour alaman a labouras kalz war ar yezhoù indezeuropek.

Franz Bopp

Gant Franz Bopp ez eo bet savet ha brudet ar yezhoniezh keñveriet, dre e gelennadurezh hag e skridoù.

En XIXvet kantved e voe unan eus ar re, gant ar baotred Jacob ha Wilhelm Grimm, pe c'hoazh gant an Danad Rasmus Rask, a studias an heñvelderioù etre al latin, an henc'hresianeg, ar yezhoù germanek, ar yezhoù slavek, ar sañskriteg... hag zisplegas e oa kar an holl anezho. Ganto e voe displeget meizad familh ar yezhoù indezeuropek. Ar yezhoù keltiek a oa lod eus ar familh-se, evel m'en displegas Franz Bopp.

Eus 1821 da 1864 e kelennas, e Berlin, ar sañskriteg hag ar yezhoniezh hollek.

Oberennoù pennañ

kemmañ
  • Glossarium sanscritum, 1828-1830 ; adembannet goude se.
  • Grammatica critica linguae sanscritae, 1829-1832 ; adembannet goude se.
  • Über die keltischen Sprachen, 1839
  • Vergleichende Grammatik des Sanskrit, Zend, Griechischen, Lateinischen, Litauischen, Gotischen und Deutschen, 1833–52 ha 1868–71.