Francis Moal, lesanvet Sisig, ganet e 1898 e Kastell-Paol ha marvet e 1979 e Montroulez, Alc'houeder Leon e anv-barzh, a oa ur sonaozer leonat.

Bener-mein e oa e dad, Hamon Moal, lesanvet Toutik, ha sakrist en iliz-veur. Sisig a oa bet o labourat en ti-moullañ Manac'h e Kastell pa oa krennard, etre 1911 ha 1912. Goude-se ez eas da vañsoner. Ur Yannig mil micher e voe, aozer kasedoù evit lakaat legumaj, devezhour, marc'hadour ognon e Bro-Saoz. E dibenn 1938 e oa eilmestr en ul labouradeg sukr e Pithiviers (Loiret). Goude e tistroas d'e vro c'henidik.

Kustum e oa da ganañ ha da werzhañ e ganaouennoù war follennoù paper er marc'hadoù, tra ma veze e geneil François Stéphan o seniñ gant an akordeoñs.

Ur bladenn 78 tro a embannas.

Levrlennadur

kemmañ
  • Joseph Ollivier, La chanson populaire bretonne sur Feuilles Volantes, p. 335.

Liammoù diavaez

kemmañ