Frazenn gevrennek liesrann
Er yezhoniezh e vez implijet an termen frazenn gevrennek liesrann (saoz: complex-compound sentence) evit komz eus ur frazenn enni div islavarenn emren (pe "pennlavarenn") d'an nebeutañ mui un hep islavarenn stag d'an nebeutañ, da skouer:
- "Ar paotr a oa o chom e Brest, met ar plac'h hag a gave gwell dezhi neutoc'h a c'hlav, a divizas mont da chom da Gemper"
- Islavarennoù emren:
- "Ar paotr a oa o chom e Brest"
- "Ar plac'h a divizas mont da chom da Gemper"
- Islavarennoù emren:
- Islavarenn stag:
- "hag a gave gwell dezhi nebeuto'h a c'hlav"
- Islavarenn stag:
- "Daoust ha ma oa bet fardet ar boued a aked, ne blijas ket gwall ar c'hig d'am breur, met plijout gwell a reas ar farzh d'am c'hoar neoazh, dezhi hag a gav gwell ar c'hig dre vras"
- Islavarennoù emren:
- "Ne blijas ket gwall ar c'hig d'am breur"
- "Plijout gwell a reas ar farzh d'am c'hoar"
- Islavarennoù emren:
- Islavarennoù stag:
- "Daoust ha ma oa bet fardet ar boued a aked"
- "Dezhi hag a gav gwell ar c'hig dre vras"
- Islavarennoù stag: