Frazenn liesrann
Er yezhoniezh e vez implijet an termen frazenn liesrann (saoz: compound sentence) evit komz eus ur frazenn enni div bennlavarenn (pe « kenlavarenn ») d'an nebeutañ met hep islavarenn ebet.
Liammet e vez pep frazenn emren an eil ouzh eben gant stagelloù ha/pe poentadur), da skouer:
- "Mont a rafen met n'hallan ket"
- ( = "Mont a rafen met n'hallan ket mont")
- "Kanañ ha dañsal a reas"
- ( = "Kanañ a reas ha dañsal a reas")
- "Dañsal a raio pe get"
- ( = Dañsal a raio pe ne zañso ket")