Koulz er yezhoniezh evel er yezhadur e vez lavaret frazenn gevrennek ( e saozneg: complex sentence) eus ur frazenn a zo enni div elfenn, da lavarout eo daou verb displeget :

Enebet e vez lavarenn gevrennek ouzh lavarenn eeun, ma n'eus nemet UR verb.

Liammet e vez pep frazenn dizalc'h an eil ouzh eben gant stagelloù.

Skouerioù

kemmañ
  • Al louarn a varv en e groc'hen n'eo ket ur frazenn gevrennek, n'eus nemet ur verb enni, neuze eo ul lavarenn dizalc'h.
  • An hini a c'hoarzh re a ouel goude-se zo ur frazenn gevrennek dre ma'z eus daou verb.

Lavarennoù

kemmañ

En ur frazenn gevrennek ez eus meur a lavarenn, dre ma'z eus meur a verb, da lavarout eo meur a stroll en-dro da bep verb. Bez' ez eus :

  • lavarennoù dizalc'h, a zo rannet dre un arouez poentadur bennak, virgulenn, daoubik, trifik...
  • islavarennoù, sujet d'ul lavarenn dizalc'h, anvet neuze pennlavarenn; ma vez troc'het an islavarenn diouzh he fennlavarenn ne vo ket reizh hervez ar yezh nag ar yezhadur.


Yezhoù

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ

E brezhoneg e vez liammet, pe ereet, ar bennlavarenn hag an islavarenn gant gerioù-stagañ, pe stagelloù isurzhiañ. Sed amañ un darn anezho:

  • "a", "e", "ma", "na", "pa", "peogwir",
    • gant "a" : hag a
    • gant "e" : peogwir "e"
    • gant "ma" e saver stagelloù e-leizh : abalamour ma, abaoe ma, ... war-zigarez ma.
    • gant "mar" .


Skouerioù

kemmañ

Saozneg

kemmañ

E saozneg e vez liammet, pe ereet, ar bennlavarenn hag an islavarenn gant gerioù-stagañ, pe stagelloù isurzhiañ. Sed amañ un darn anezho:

  • "who", "whom", "whose", "what", "that",
  • "because", "if", "since" ...


Gwelit ivez

kemmañ