Stagell-isurzhiañ
Ur stagell-isurzhiañ zo ur ger a zo e gefridi stagañ un islavarenn ouzh ur bennlavarenn d'ober ur frazenn.
Stagelloù-isurzhiañ ar brezhoneg
kemmañMeur a rumm zo anezho, hervez o stumm, ha hervez o ster.
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-abeg
kemmañ- abalamour ma
- dre ma, dre an abeg ma
- o vezañ ma
- pa
- peogwir
- Gleb-teil on peogwir en deus graet glav-pil
- rak ma
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-bal
kemmañ- ma
- evit ma
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-stag
kemmañ- a
- hag a
- ha ne
- na
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-amzeriañ
kemmañ- abaoe ma
- Ne labour ket mat er skol ken abaoe ma eo distro eus e vakañsoù
- a-barzh ma
- adal ma, adalek ma
- a-greiz ma
- a-raok ma
- Ar yer a vez dihun a-raok ma vez savet an heol
- bep gwech ma (bep taol, bep tro ma; seul wech, seul daol, seul dro)
- bep ma
- betek ma
- dre ma
- e-keit ma
- en amzer ma
- endra
- endra ma
- e-pad ma
- evel ma
- goude ma
- kenkent ma
- ken lies gwech ma
- kent ma
- pa (diouzhtu pa)
- setu ma
- tra ma
- ur wech ma
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-enebiñ
kemmañ- daoust ma
- goude ma
- petra bennak ma
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-lec'h
kemmañ- ma
- e-lec'h ma, el lec'h ma, lec'h ma
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-geñveriata
kemmañ- evel a, evel ma
- evel pa, a zo stagell ar martezeañ kenkoulz all
- eget ma/na, evit ma/na
- ken ... ma, ken ... ken, ha kement ... ma, kement ... ken,
- seul ... ma
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-heuliad
kemmañ- kement ma
- ken ... ma
- kement ha ken bihan ma
Stagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-vartezeañ
kemmañStagelloù-isurzhiañ ul lavarenn-c'houlennata
kemmañ- ha
- hag-eñ
Stagelloù-isurzhiañ al lavarenn-diskuliañ
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, Al Liamm, 1995, ISBN 2-7368-0044-3, § 649 p. 647.
- Mark Kerrain, Daouzek kant lavarenn, Sav-Heol, 2010.