Mar (disheñvelout)

Mar zo ur ger a gaver e brezhoneg hag e yezhoù all.

Yezhoù keltiek

kemmañ

Mar e brezhoneg :

kemmañ
  1. un anv-kadarn a dalvez douetañs pe dañjer. Kavet e vez e gerioù zo (arvar, marteze) pe e troiennoù zo : hep mar, war var, en entremar. Sellet ouzh ar pennadoù mar (prederouriezh) ha mar war wikiriadur
  2. stagell isurzhiañ ar martezeañ, gwelout mar
  3. ur rakger disteraat (marboan, marsoñj) pe greñvaat (marnaon). An eil rakger a c'hell bezañ ar wrizienn hengeltiek : sellet a-is.
  4. anv ur spesad gwez, Sorbus aucuparia, sellet ouzh mar (gwez). Gwezenn-var hag ar furm unan marenn a vez lavaret ivez.

Yezhoù iberek

kemmañ

Er yezhoù iberek (kastilhaneg, katalaneg ha portugaleg) e talvez kement ha mor. Ma karer kavout ul listenn eus anvioù morioù ar bed e spagnoleg e vo kavet amañ : es:Anexo:Lista de los mares del mundo (situación)

Evel-just e vo kavet e kalz lec'hanvioù evel :

  1. Lloret de Mar (Katalonia ha Spagn)
  2. Lucila del Mar en Arc'hantina
  3. Mar del Plata, en Arc'hantina
  4. Mar Vermelho, kumun e Brazil
  5. Miramar (Tal-ar-Mor), karter ar binvideien e La Habana (Kuba)
  6. Oropesa del Mar en Spagn
  7. Pinamar, en Arc'hantina
  8. Premiá de Mar, e proviñs Barcelona e Katalonia
  9. Roquetas de Mar
  10. Serra do Mar : aradennad venezioù war aodoù Su Brazil
  11. Santa Clara del Mar en Arc'hantina
  12. Santa María del Mar, un iliz c'hotek e Barcelona
  13. Santillana del Mar, e Spagn e Cantabria
  14. Valeria del Mar en Arc'hantina
  15. Viña del Mar (Chile)

Mennegomp ivez :
- María del Mar, un anv-badez,
- MAR: Movimiento de Acción Revolucionaria, e Mec'hiko.

A bep seurt

kemmañ
Sellit ouzh ar ger mar er
wikeriadur, ar geriadur frank.