Frederick (priñs Kembre)

Friedrich Ludwig von Hannover, pe Frederick, priñs Kembre, pe Frederick, Prince of Wales e saozneg (1707-1751), a oa ur priñs eus Rouantelezh Hannover deuet da vout priñs pennhêr Bro-Saoz.

Friedrich Ludwig von Hannover, neuze Priñs Kembre.

E vuhez

kemmañ

Mab henañ George II, roue Breizh-Veur, e oa, ha dre-se eo e oa priñs pennhêr. Tad e oa da George III.

Dont a reas da Vro-Saoz pa voe bet anvet e dad da roue, tra ma voe-eñ anvet da Priñs Kembre. Hogen dre ma varvas a-raok e dad ne renas ket, hag e vab an hini a reas en e lec'h, eus 1760 da 1820.

Mab henañ George II ha Caroline von Brandenburg-Ansbach e oa. Dizemglev a oa etrezañ hag e dad. Bec'h a savas etrezo da zeiz e eured dirak an holl. Er bloaz goude e voe kaset kuit an daou bried eus al lez. Diwar neuze e vodas en-dro dezhañ enebourien politikerezh ar roue.


Dimeziñ

kemmañ

Dimeziñ a reas da Augusta von Sachsen-Gotha

E vugale

kemmañ
Anv Deiz o ganedigezh Deiz o marv Evezhiadennoù
Augusta Breizh-Veur 1737 31 Meurzh 1813 dimezet e 1764, da Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig; bugale dezho
George III 4 Mezheven 1738 29 Genver 1820 dimezet e 1761, da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz; bugale dezho
Edward, dug York hag Albany 14 Meurzh 1739 17 Gwengolo 1767  
Elizabeth Breizh-Veur 30 Kerzu 1740 4 Gwengolo 1759  
William Henry, dug Gloucester hag Edinburgh 14 Du 1743 25 Eost 1805 dimezet e 1766, da Maria Waldegrave, kontez Waldegrave; bugale dezho
Henry, dug Cumberland ha Strathearn 27 Du 1745 18 Gwengolo 1790 (kaoz zo bet e vije bet dimezet da Olive Wilmot en 1767 met ne voe ket)
dimezet e 1771 da Anne Houghton; divugel
Louisa Breizh-Veur 8 Meurzh 1749 13 Mae 1768   marvet da 19 vloaz
Frederick Breizh-Veur 13 Mae 1750 29 Kerzu 1765   marvet da 15 vloaz
Caroline Matilda Kembre 11 Gouhere 1751 10 Mae 1775 dimezet e 1766 da g-Christian VII, roue Danmark, bugale dezho