Wilhelm Prusia (1882-1951)
Wilhelm Prusia, eus e anv leun: Friedrich Wilhelm Victor August Ernst von Preußen (1882–1951), a oa mab henañ an impalaer Gwilherm II, anavezet evel ar c'h-Kronprinz, ar priñs pennhêr.
Brudet e oa da vezañ penn-skañv ha merc'hetaer. Harluet e oa bet en Izelvroioù goude Dispac'h Alamagn e 1918. Dont a reas en-dro avat e 1923, ha darempredoù en doe gant an nazied ma voe implijet gante evit o bruderezh.
Goude muntr e vignon kañseller Kurt von Schleicher, da Nozvezh an Hirgontilli e 1934, e paouezas gant ar politikerezh. E zifennerien a lavar n'en doa klasket, eus 1919 da 1934, nemet kavout an tu da brientiñ distro an Tiegezh Hohenzollern er galloud hag e krede dezhañ e vije bet skoazellet gant Hitler.
Dimeziñ ha bugale
kemmañWilhelm a zimezas da Cecilie von Mecklenburg-Schwerin (1886 – 1954) en Berlin d'ar 6 a Vezheven 1905. Eñ a oa 23 bloaz ha hi 18 vloaz.
C'hwec'h bugel o doe:
- Wilhelm
- dimezet en 1933, da Dorothée von Salviati (1907-1972);
- Louis-Ferdinand (1907-1994),
- dimezet en 1938, da Kira Kirillovna de Russie (1909-1967), merc'h d'an dug-meur Cyrille Vladimirovitch Rusia ha da Victoria Mélita von Sachsen-Coburg-Gotha, ha bugale dezho.
- Hubert (1909-1950),
- dimezet en 1941, d'ar varonez Marie-Anne von Humboldt-Dachrœden (1916-2003)
- goude dizimeziñ en 1943, ec'h addimezas da Madeleine Reuss (1920-2009), ha bugale dezho.
- Friedrich (1911-1966),
- dimezet en 1945, da Lady Brigitte Guiness (1920-1995), ha bugale dezho.
- Alexandrine (1915-1980), tapet gant an drizomiezh 23.
- Cecilie (1917-1975).