Nozvezh an Hirgontilli
- Arabat droukveskañ gant Taol treitouriezh an hirgontilli, er Vvet kantved.
Nozvezh an Hirgontilli (Nacht der langen Messer en alamaneg) a voe un taol skarzh a c'hoarvezas en Alamagn entre an 30 a viz Mezheven hag an 2 a viz Gouhere 1934, pa voe kaset ul lazhadeg politikel gant ar strollad nazi e-touez an izili anezhañ.
E-touez an dud lazhet e oa Gregor Strasser, kontet da vezañ e-touez re an tu-kleiz, hag ivez mirourien enepnazi evel Kurt von Schleicher ha Gustav Ritter von Kahr. Be' e oa ivez kalz izili eus ar Sturmabteilung (SA).
IstorAozañ
E penn-kentañ 1934 e tivizas Adolf Hitler en em zizober diouzh an SA hag unvaniñ an NSDAP war-un-dro.
E-pad an noz etre an 29 hag an 30 a viz Even 1934 e krogas tud SS, gant sikour an arme, da herzel o enebourien hag izili an SA en Alamagn a-bezh. Himmler ha Reinhard Heydrich (hemañ a oa e penn servij surentez an SS) a savas neuze un teuliad hag ennañ prouennoù faos a ziskoueze en dije resevet Röhm 12 milion a varkoù a-berzh Bro-C’hall evit diskar Hitler.
“Dizoloet” e voe an teuliad d’ar 24 a viz Even gant pennoù bras an SS, ha diwar an teuliad e voe tamallet ouzh Röhm bezañ un treitour a-enep d’ar gouarnamant. D’an 30 a viz Even da 6 eur 30 mintin ec’h en em gavas Hitler en ostaleri Hanselbauer e Bad Wiessee, ma oa boas an SA d’en em vodañ e-pad o frantadoù vakañsoù. Mont a reas e kambr Röhm hag e lavaras dezhañ e oa un treitour hag e oa harzet diouzhtu[1]. Hitler a yeas da welout ur gambr all[2]: enni e kavas Edmund Heines, penn bras SA Breslau, hag anat e oa en doa hemañ tremenet an nozvezh gant un SA oadet a 18 vloaz[3]. E-pad ur pennad e voe bac’het Röhm e toull-bac’h Stadelheim e München, peogwir ne ouie ket Hitler petra ober gantañ, dre m’en doa Röhm sikouret kas war-raok ar strollad nazi. Ne oa ket tu da virout Röhm en toull-bac’h e-pad pell, na d’e gas d’an estrenvro, na da aozañ ur prosez, rak marteze e vije bet dizoloet ar wirionez. Dindan levezon Göring, Himmler ha Heydrich, e tivizas Hitler lakaat lazhañ Röhm. D’an 2 a viz Gouere ez eas Theodor Eicke (penn kamp-kreizennañ Dachau) ha Michel Lippert da welout Röhm en toull-bac’h. Kement-se a rejont diwar urzh Hitler. Ur bistolenn karget a rojont dezhañ, ha niverenn diwezhañ ar gelaouenn Völkischer Beobachter, en ur zisplegañ dezhañ en doa dek munutenn evit en em lazhañ. Röhm a nac’has hag a lavaras: «Ma rankan bezañ lazhet, laoskit Adolf d'en ober e-unan»[4]. Ur wech tremenet an dek munutenn ez ejont da welout anezhañ en-dro. Gerioù diwezhañ Röhm a voe « Ma Führer, ma Führer », hag Eicke a respontas « Dav e oa soñjal en se abretoc’h, bremañ ez eo un tammig re ziwezhat »[5]. Lippert a lazhas anezhañ. Ez-ofisiel e voe lazhet Röhm peogwir e oa heñvelreizh, met biskoazh ne fellas da Hitler asantiñ e oa heñvel emzalc’h pennoù bras NSDAP pe hini izili ar Yaouankizoù hitlerian[6]. Evit pennoù bras NSDAP e prouas marv Röhm e oa Hitler ouzhpenn ur c’hañseller, ur Führer e oa da vat. An Alamaned a gredas muioc’h en NSDAP, al lod brasañ anezho a soñjas en doa Hitler adlakaet urzh er vro[7].
NotennoùAozañ
- ↑ (en) Ian Kershaw, Hitler : 1889–1936 Hubris, New York : W. W. Norton & Company, 1999, p. 517, p. 727
- ↑ Heinz Höhne, L'ordre noir, Histoire de la SS, Casterman, Tournai, 1972, pp 78-79
- ↑ Joseph Goebbels a implijas an dra-se goude-se a-benn diskouez e oa dleet stourm a-enep da emzalc’h divalav izili an SA gw. (en) I. Kershaw, op. cit., p. 514
- ↑ (en)William L. Shirer, The Rise and Fall of the Third Reich, New York : Simon and Schuster, 1960, p. 221
- ↑ Heinz Höne,L'ordre noir, Histoire de la SS, Casterman, Tournai, 1972, p. 84
- ↑ Harry Oosterhuis, Medecine, Male Bonding and Homosexuality in Nazi Germany, Journal of Contemporary History, Vol. 32, N°2 (miz Ebrel 1997), p.187-205
- ↑ (en) Ian Kershaw, The « Hitler Myth » : Image and Reality in the Third Reich, Oxford University Press, 2001, p. 87