Theodor Eicke (17 Here 1892 – 26 C'hwevrer 1943) a voe un amaezhiad eus an SS ha penn ur rann ag ar Waffen SS en Trede Reich. Unan ag ar re giriekañ evit diorren kampoù-bac'h e oa. Eicke a servijas evel eil komandant kamp Dachau etre Mezheven 1933 ha Gouhere 1934, hag a-gevret gant Michael Lippert e voe erouner Nozvezh an Hirgontilli a echuas gant lazhadenn penn an SA, Ernst Röhm, e 1934. Derc'hel a reas da ziorren reizhiad ar c'hampoù-bac'h evel Enseller Kampoù Bac'h kentañ.

Theodor Eicke
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhReich alaman Kemmañ
LealdedTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denTheodor Eicke Kemmañ
Anv-bihanTheodor Kemmañ
Anv-familhEicke Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Her 1892 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHampont Kemmañ
Deiziad ar marv26 C'hwe 1943 Kemmañ
Lec'h ar marvC'harkiv Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherpolitiker, ofiser, jahiner Kemmañ
Kargmember of the Reichstag of Nazi Germany Kemmañ
Deroù ar prantad labour1909 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Grad milourelObergruppenführer Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Dachau concentration camp, 3e Rann SS Totenkopf Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Talbenn ar Reter Kemmañ
Skour luWaffen-SS Kemmañ
Ezel eusSturmabteilung, Schutzstaffel Kemmañ
Military casualty classificationKilled in action Kemmañ
Theodor Eicke evel Obergruppenführer (1942)

E 1939 e teuas da vout komandant ar Rann SS Totenkopf er Waffen-SS, o ren ar rann e-pad an Eil Brezel-bed davet talbenn ar c'hornôg hag ar reter. Eicke a voe lazhet d'ar 26 C'hwevrer 1943, pa voe diskaret e garr-nij e-kerzh Trede Emgann Kharkov.