Ernst Röhm (28 a viz Du 1887 e München - lazhet d'an 2 a viz Gouere 1934 e toull-bac'h Stadelheim (München)), a oa un ofiser alaman, ha krouer Sturmabteilung (SA).

Ernst Röhm
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
LealdedTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denErnst Röhm Kemmañ
Anv ganedigezhErnst Julius Günther Röhm Kemmañ
Anv-bihanErnst Kemmañ
Anv-familhRöhm Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Du 1887 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMünchen Kemmañ
Deiziad ar marv1 Gou 1934 Kemmañ
Lec'h ar marvMunich Prison Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvassassination Kemmañ
Lec'h douaridigezhWestfriedhof Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, alamaneg Kemmañ
Place of detentionMunich Prison, München Kemmañ
Micherpolitiker, milour Kemmañ
Kargmember of the Reichstag of the Weimar Republic, member of the Reichstag of Nazi Germany Kemmañ
Lec'h labourNürnberg, Berlin Kemmañ
Deroù ar prantad labour1914 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, German Workers' Party, German Völkisch Freedom Party, National Socialist Freedom Movement Kemmañ
Tuadur revelheñvelrevelezh Kemmañ
Perzhiad eBeer Hall Putsch Kemmañ
Grad milourelHauptmann Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Korf an armeImperial German Army Kemmañ
Ezel eusSturmabteilung Kemmañ
Darvoud-alc'hwezRöhm scandal, Nozvezh an Hirgontilli Kemmañ
Prizioù resevetIron Cross, Military Merit Order, Urzh ar gwad, Golden Party Badge Kemmañ
Facial hairtoothbrush moustache Kemmañ
Ernst Röhm

Röhm ha Hitler kemmañ

Ofiser en arme e voe Ernst Röhm e-pad ar Brezel-bed kentañ. Ne asantas biskoazh he dije kollet e vro ar brezel. E 1919 e voe degemeret e-touez pennoù-bras Reichswehr e Bavaria. Eno e kejas gant Adolf Hitler. Hemañ a laboure evit servijoù kuzh an arme, hag e c'hefridi a oa evezhiañ DAP (Deutsche Arbeiterpartei, Strollad Labourerien Alamagn), ur strollad politikel, o paouez bezañ savet gant Anton Drexler. An daou anezho a emezelas er strollad-se a-benn ar fin.

SA kemmañ

E 1921 e voe skarzhet Anton Drexler gant Adolf Hitler, hag hemañ en em gavas e penn ar strollad. Gant Hitler e voe adaozet ar strollad en-dro gant ar pal rastellat muioc'h a izili nevez. Adprenañ a reas ivez ur gelaouenn sizhuniek anvet Völkischer Beobachter. Asambles gant Röhm e savjont SA (ar rochedoù gell), evit kaout ur servij-urzh d'ar strollad.

E miz Du 1923 e klaskas Hitler mont da ziskar gouarnamant Bavaria. Gouzout a rae a-walc’h pegen poazh e oa aet an Alamaned rak aloubidigezh ar Ruhr gant arme Bro-C'hall hag hini Belgia. An taol-se a vez anvet “putsch an davarn”, hogen c'hwitet e voe gant Hitler, diwar-se e voe kaset eta d’an toull-bac’h, e-pad 13 miz. Da Volivia ez eas Röhm da repuiñ.

Gant Hitler e voe galvet en-dro, goude berzh ar strollad nazi e dilennadegoù miz Gwengolo 1930, hag adkemer a reas kiriegezh an SAed. A-benn 1932 e veze kontet war-dro 400 000 den SA, met gwelet fall e oant gant an dud abalamour d’o doareoù feuls, ar pezh a lakaas disoc’hoù an NSDAP en dilennadegoù da ziskenn.

Ernst Röhm a felle dezhañ mont pelloc’h gant an dispac’h, en ur lakaat e grabanoù war Reichswehr, ha lakaat an SA da vout un aozadur armet eus tuadur kleiz an NSDAP. Kement-se a zisplijas kalz da Hermann Göring (prezidant ar Reichstag) ha da Heinrich Himmler (penn an SS), gant-se e kendrec’hjont Hitler e oa Röhm oc'h irienniñ a-enep dezhañ. Adalek 1932 e oa savet reuz etre Röhnm ha Hitler, pa oa hemañ tostaet eus pennoù bed an ekonomiezh hag eus ar strolladoù kilstourmer, gant ar pal tapout prezidantelezh ar vro.

Pennad kar kemmañ

Notennoù kemmañ