Völkischer Beobachter

Völkischer Beobachter (an evezhier poblek) a oa ur gazetenn alaman eus an tu dehou pellañ, bet embannet etre 1919 ha 1945.

Völkischer Beobachter
Kelaouenn, kazetenn
Deiziad krouiñ1919 Kemmañ
Anv er yezh a orinVölkischer Beobachter Kemmañ
TitlVölkischer Beobachter Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Perc'hennet gantStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Sez sokialMünchen Kemmañ
EmbannerRudolf von Sebottendorf Kemmañ
Ti-embannFranz Eher Nachfolger Kemmañ
Bro orinTrede Reich Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvalamaneg Kemmañ
Deiziad divodañ30 Ebr 1945 Kemmañ
Panell bruderezh evit ar gazetenn Volkischer Beobachter

Er penn-kentañ e oa anvet Münchener Beobachter, hag e teuas da vezañ Völkischer Beobachter e 1919.

Gant an NSDAP e voe adprenet e miz Kerzu 1920 pa oa o vont d'ar strad abalamour d'an diaesterioù arc'hant. Lakaet e voe Dietrich Eckart da bennskrivagner. Gant Adolf Hitler e voe divizet lakaas ar Völkischer Beobachter da vezañ kazetenn ofisiel ar strollad nazi, hag e voe lakaet Alfred Rosenberg da bennskrivagner e 1923. Pa veze gwerzhet tro 8 000 skouerenn da vare krouidigezh ar gazetenn, e veze 25 000 skouerenn en diskar-amzer 1923 (pa voe aloubet ar Ruhr), ouzhpenn 120 000 e 1931 ha betek 1 milion 700 000 a skouerennoù e 1944.

 
Bruderezh er gazetenn Völkischer Beobachter evit Mein Kampf d'an 31 a viz Genver 1933

Ur gazetenn sizhuniek e oa da gentañ. Hag adalek an 8 a viz C'hwevrer 1923 e teuas da vezañ ur pemdezieg. Da heul "putsch an davarn" (8 a viz Du 1923), ne voe ket mui embannet betek ar 26 a viz C'hwevrer 1925. A-sav da vat e chomas an embann e dibenn miz Ebrel 1945, un nebeud deizoù a-raok kapitulation an Trede Reich.