Frise (departamant)
Ar Frise a oa un departamant gall en Izelvroioù eus 1811 da 1814, war-lerc'h ma voe staget rouantelezh Holland ouzh Bro-C'hall d'an 9 a viz Gouhere 1810.
Savet e oa bet an departamant diwar broviñs Friesland. Leeuwarden (Ljouwerte frizeg) a oa ar pennlec'h.
Arondisamantoù ha kantonioù
kemmañEvel an holl zepartamantoù gall e oa rannet etre arondisamantoù ha kantonioù.
- Arondisamant Leeuwarden
- Kantonioù : Bergum, Buitenpost, Dokkum, Dronrijp, Franeker, Hallum, Harlingen, Holwerd ha Leeuwarden.
- Arondisamant Heerenveen
- Kantonioù : Akkrum, Beetsterzwaag, Heerenveen ha Oldeberkoop.
- Arondisamant Sneek
- Kantonioù : Bolsward, Hindeloopen, Lemmer, Rauwerd ha Sneek.