Fuzuilhadenn Strasbourg 2018

Fuzuilhadenn Strasbourg 2018 zo c'hoarvezet d'an 11 a viz Kerzu 2018, da 7:50. Ur sponter fichennet S en deus taget tud e Strasbourg, en Elzas, er marc'had Nedeleg (ar Christkindelsmärik). 5 den a zo bet lazhet[1] hag 11 gloazet, hag eizh anezho gloazet en un doare grevus. An tenner zo skampet kuit[2] hag adkavet daou zevezh diwezhatoc'h, gant lod eus an 800 archer a oa war e lerc'h.

Strasbourg Dor degemer marc'had Nedeleg Christkindelsmärik (2014).
Lec'hiadur Strasbourg e Bro-C'hall.

Ar sponter Chérif Chekatt zo bet lazhet e-pad un eskemm tennoù e karter Neudorf d'an 13 a viz Kerzu. Nebeut amzer war-lerc'h e voe embannet ur gemennadenn gant ar Stad Islamek evit laret e oa Chekaat ur soudard eus ar c'halifad.

Notennoù ha daveennoù kemmañ