Günther Schwägermann
Günther Schwägermann (24 a viz Gouere 1915 en Uelzen) a voe eil-a-gamp Joseph Goebbels azalek 1940. Ar grad uhelañ a dapas a voe SS-Hauptsturmführer.
E miz Genver 1945 e c'houlennas Goebbels gant Schwägermann mont betek e genkiz e Lanke (e-kichen Berlin) ha kas e wreg Magda hag o bugale betek ur bunker e Schwanenwerder.
D'an 22 a viz Ebrel e voe taget Berlin gant soudarded an Arme Ruz, ha Joseph ha Magda Goebbels a gasas o bugale betek ar Führerbunker. Schwägermann a zeuas ganto.
D'ar 1añ a viz Mae 1945, pa oa dibenn emgann Berlin, e kemeras perzh Schwägermann e deviñ korfoù ar re Goebbels hag o bugale. Dont a reas a-benn da dreuzvevañ hag e tec'has kuit war-du Alamagn ar C'hornôg, ma voe prizoniet gant an Amerikaned.