Gagliuso, anvet Cagliuso ivez, zo ur gontadenn italianek hag a voe embannet er Pentamerone, un dastumad kontadennoù gant Giambattista Basile e 1634, hag a zo gwelet evel eil koshañ stumm kontadenn Kazh e heuzoù lêr, pa'z eo Costantino Fortunato gant Giovanni Francesco Straparola eo an hini goshañ. Pevare kontadenn an eil devezh eo.

Giovane nudo sul letto con un gatto - Paotr yaouank noazh war ar gwele gant ur c'hazh.
Taolenn gant Giovanni Lanfranco, c. 1620-1622

Ne seblant ket ar gontadenn bezañ bet anavezet gant Charles Perrault, ha ne voe ket troet e galleg en e amzer.

An danevell kemmañ

Ur c'hlasker-bara anvet Gagliuso (Cagliuso a-wechoù) en deus ur c'hazh ha sikouret e vez gantañ. Dont a ra da vezañ pinvidik gant troioù kamm ar c'hazh.

Gagliuso a bromet un arched aour d'e gazh pa varvo. Tri devezh goude e ra van ar c'hazh da vervel ha klevout a ra Gagliuso o lavarout d'e wreg skeiñ ar c'hazh marv er-maez dre ar prenestr. Neuze e sav ar c'hazh hag e tamall e vestr, o c'houlenn ha hennezh eo ar gopr prometet evit ar sikour roet dezhañ da wellaat e stad. Neuze e red kuit ar c'hazh eus ti e vestr dizanaoudek.

Liamm diavaez kemmañ