Galaxie 500
Galaxie 500 a oa ur strollad slowcore – dream pop amerikan savet e 1986 ha divodet e 1991 goude bet embannet teir fladenn.[1]
Deiziad krouiñ | 1987 |
---|---|
Anv | Galaxie 500 |
Deroù ar prantad labour | 1987 |
Pladennrolladur | Galaxie 500 discography |
Lec'h diazez | Cambridge |
Tachenn | alternative rock |
Label sonerezh | Rough Trade |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Dezverket dre | strollad rock |
Istor
kemmañAr gitarour Dean Wareham, an tabouliner Damon Krukowski hag ar sonerez gitar boud Naomi Yang a gejas e Dalton School e New York City, met a-fet sonerezh e krogjont da seniñ asambles pa oant e skol-veur Harvard.[1][2],[3] Wareham ha Krukowski a sone en ur strollad anvet Speedy and the Castanets, met ar soner gitar boud a oa aet kuit. Yang a grogas neuze da seniñ ganto, ha kemmet e voe anv ar strollad evit dont da vezañ Galaxie 500, diwar anv karr ur mignon dezho (Ford Galaxie 500, ur c’harr eus ar bloavezhioù 1960).[1]
Sonadegoù kentañ ar strollad a voe e Boston hag e New York, hag un demo a enrolljont hag a gasjont da Mark Kramer, hag eñ e penn an ti-embann 'Shimmy Disc'. Asantiñ a reas produiñ o fladenn.[1] Gantañ ec’h enrolljont neuze o single anvet "Tugboat" single hag "Oblivious" fleksi-disc. O albom kentañ, and moved on to record Today e ditl, a enrolljont da heul. Embannet e voe gant Aurora .[2] E 1989 e voent degemeret gant Rough Trade, hag e lakajont embann o eil pladenn, On Fire e ditl, gwelet evel sonerezh "lo-fi gant levezon Jonathan Richman ha hini The Velvet Underground",[2] ha gwelet eo evel o fladenn wellañ.[1] On Fire a voe degemeret mat-tre er Rouantelezh-Unanet (7vet plas en UK Indie Chart), met ne voe ket degemeret ken mat er Stadoù-Unanet : rebechoù evit a sell ouzh mouezh Wareham a voe.[4],[5]
Galaxie 500 a enrollas div Beel Session, an div a c’haller klevout war an albom anvet Peel Sessions. O doare da seniñ "Don't Let Our Youth Go To Waste" (ton bet krouet gant Jonathan Richman) a voe votet niverenn 41 e-pad Festive 50 e 1989[6]. Divodet e voe ar strollad e 1991 goude bezañ bet embannet e drede albom anvet This Is Our Music, Wareham quitting the band after a lengthy American tour.[2][3] Pladennoù Galaxie 500 a voe embannet er Rouanteelezh-Unanet hag er Stadoù-Unanet gant an ti-embann dizalc’h Rough Trade. Pa reas freuz-stal e voe prenet an enrolladennoù orin gant Krukowski ha Yang, hag int a lakaas adembann o fladennoù gant Rykodisc e 1997.
Doare da seniñ ha levezon
kemmañSonerezh Galaxie 500 a zo eeun da vat, ha n’eo ket o barregezhioù evel sonerien a gont, met kentoc’h an aergelc’h, a-drugarez da zoare produiñ Kramer. A-fet levezon e c’haller menegiñ The Velvet Underground ha Jonathan Richman.[2][4] In interviews on the Galaxie 500 DVD Don't Let Our Youth Go to Waste, Wareham a lavar eo bet levezonet ivez gant Spacemen 3.
Goude Galaxie 500
kemmañWareham a grogas da broduiñ pladennoù, labourat a reas gant Mercury Rev. Ur bladenn single, "Anesthesia" he zitl, a lakaas embann e miz C’hwevrer 1992, ha sevel a reas ur strollad nevez anvet Luna. Krukowski ha Yang a gendalc’has da enrollañ pladennoù dindan an anv Pierre Etoile da gentañ, ha Damon and Naomi da c’houde. Seniñ a reont ivez er strollad anvet Magic Hour.[2]
Levezon war arzourien all
kemmañUr bern strolladoù indie a zo bet levezonet gant Galaxie 500, en o zouez ar strollad Low.[4] E-barzh "Stratford-on-Guy" kanet gant Liz Phair e klever, "And I was pretending that I was in a Galaxie 500 video." E-barzh "Dr. Troll" gant Xiu Xiu, e klever "Listen to On Fire and pretend someone could love you." Ar strollad anvet The Submarines en deus sonet "Tugboat" e-kerzh un iTunes Live Session EP. Pladenn The Brian Jonestown Massacre anvet And This Is Our Music a zo un doare da enoriñ Galaxie 500.[4] Hervez Thurston Moore ez eo Today pladenn c'hitar gwellañ 1988[7].
Tonioù bet krouet gant tud all ha sonet ganto
kemmañSed aez ar c’hanaouennoù bet krouet gant tud all ha bet sonet en-dro gant Galaxie 500 :
- "Listen the Snow Is Falling" – Yoko Ono
- "Ceremony" – Joy Division/New Order
- "Submission" – Sex Pistols
- "Rain" – The Beatles
- "Don't Let Our Youth Go to Waste" – Jonathan Richman
- "Cheese and Onions" – The Rutles
- "Here She Comes Now" – The Velvet Underground
- "Isn't It a Pity" – George Harrison
- "Final Day" – Young Marble Giants
- "Victory Garden" – Red Krayola
- "Moonshot" – Buffy St. Marie
- "Well... All Right" – Buddy Holly
Pladennaoueg
kemmañPladennoù
kemmañ- Today (1988) Aurora
- On Fire (1989) Rough Trade
- This Is Our Music (1990) Rough Trade
- Copenhagen (live, 1990) (1997) Rykodisc
- Uncollected (rarities) (2004)
- Peel Sessions (2005)
Dastumadegoù
kemmañ- Galaxie 500 (box set) (1996) Rykodisc
- The Portable Galaxie 500 (best-of, (1998) Rykodisc
Pladennoù Single
kemmañ- "Tugboat"/"King of Spain" (1988) Aurora
- "Oblivious" flexi-disc included with the Chemical Imbalance magazine
- "Blue Thunder"/"Hail" (split w/ Straightjacket Fits) (1989)
- "Blue Thunder EP" (1990) Rough Trade
- "Rain"/"Don't Let Our Youth Go to Waste" (1990) Caff Records
- "Fourth of July"/"Here She Comes Now" (1990) Rough Trade
- "Snowstorm" (live)/"Pictures" (live) (2004)
Video
kemmañ- "Tugboat" (1988)
- "Blue Thunder" (1989)
- "When Will You Come Home" (1989)
- "Fourth of July" (1990)
DVD
kemmañ- Don't Let Our Youth Go to Waste (2004)
daveoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Ankeny, Jason. Galaxie 500 Biography. allmusic.com. Macrovision Corporation.
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 Strong, Martin C. (1999). The Great Alternative & Indie Discography. Canongate. ISBN 0-86241-913-1.
- ↑ 3,0 ha3,1 Larkin, Colin (1992). The Guinness Who's Who of Indie and New Wave Music. Guinness Publishing. ISBN 0-85112-579-4.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Buckley, Peter (2003). The Rough Guide to Rock. Rough Guides. 408-409 p. ISBN 1843531054.
- ↑ Lazell, Barry (1997). Indie Hits 1980-1999. Cherry Red Books. ISBN 0-9517206-9-4.
- ↑ Keeping It Peel : Galaxie 500. Keeping It Peel. BBC.
- ↑ Bollig, Ben (October 2004). Galaxie 500 "Uncollected" (review). No Ripcord.
Liamm diavaez
kemmañ- A Head Full of Wishes – Ul lec’hienn glok enni pladennaoueg ar strollad, komzoù ha sonerezh ar c’hanaouennoù, ha listennad ar sonadegoù