Galeazzo II Visconti
Galeazzo II Visconti (war-dro 1320 – 1378) a oa aotrou kêr Milano, en Italia ar XIVvet kantved, eus an Tiegezh Visconti. Aotrou e oa e Pavia, Como, Novara, Vercelli, Asti, Alba, Tortona, Alessandria ha Vigevano, ha kenaotrou Milano gant e vreudeur Matteo II Visconti ha Bernabò Visconti.
Mab e oa da Stefano Visconti ha da Valentina Doria (1290-1359). E dad, Stefano, a oa pempvet mab an aotrou Matteo Iañ Visconti. E vamm a oa merc'h da Bernabò Doria, eus Genova, ur mab da Branca Doria.
Goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzone, ha marvioù o daou eontr all, Luchino Visconti (aotrou Milano) ha Giovanni Visconti (arc'heskob), o devoa renet o-daou e Milano, en em gavas an tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.
Arzoù
kemmañGwareziñ a reas an arzourien, hag en o zouez Petrarca, pedet gantañ da b-Pavia.
Dimeziñ ha bugale
kemmañGaleazzo II Visconti en doa bet daou vastard gant Malgarola da Lucino, a-raok e eured:
- Cesare (a-raok 1350-dianav) a zimezas da Franceschina de Todischis, eus Piacenza
- Beatrice (a-raok 1350-1410) a zimezas da Giovanni Anguissola.
E Gwengolo 1350 e timezas da Bianca di Savoia (Chambéry, 1336 – Pavia, 1387), ha bugale o doe:
- Gian Galeazzo Visconti (1351 – 1402), a gemeras ar galloud e Milano, goude diskar e eontr Bernabò Visconti ;
- Maria (1352-1362), marvet da 10 vloaz;
- Violante Visconti (1354 – 1382), a zimezas teir gwech:
- e 1368 da Lionello di Anversa, Iañ dug Clarence, mab da Edouarzh III, roue Bro-Saoz;
- e 1377 da Ottone Secondotto, markiz Monferrato
- e 1381 da Ludovico Visconti (1355 – 1404), mab da Bernabò Visconti, hag aotrou Parma.