Bernabò Visconti (Milano, 1321 pe 1323Trezzo sull'Adda, 19 Kerzu 1385) a voe Aotrou Milano eus 1354 da 1385.

Bernabò Visconti
ardamezioù an tiegezh Visconti
Bernabò Visconti hag e bried Beatrice della Scala

Un tirant kriz ha didrugar e voe. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina della Scala. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh holl annezidi Milano kaout afer ouzh curia Roma, a zo gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se e 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ.

Ganet e oa Bernabò Visconti e Milano, trede mab Stefano Visconti ha Valentina Doria (1290-1359), ur verc'h-vihan da Vranca Doria (~1233-1325) eus Genova, bet gouarnour Sardigna.

E dad a oa pempvet mab Matteo Iañ Visconti. Goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzone, ha marvioù o daou eontr all, Luchino Visconti (aotrou Milano) ha Giovanni Visconti (arc'heskob), o devoa renet o-daou e Milano, en em gavas an tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.

Eus e yaouankiz n'ouzer ket nemeur a dra.

War hent ar galloud

kemmañ

E miz Gouhere 1340 e kemeras perzh gant e vreudeur en irienn Francesco Pusterla hag uhelidi all a-enep e eontred Giovanni Visconti, ha Luchino Visconti, aotrou nevez Milano a oa o paouez kemer lec'h o c'henderv Azzon Visconti. Disklêriet e voe an irienn, Luchino a gastizas an iriennerien, a lakaas lazhañ F. Pusterla, hag a lezas e nized dre ziouer a brouenn a-enep dezho.

E 1343 e c'hanas e serc'h Beltramola Grassi e vab kentañ, Ambrogio Visconti (1343-1373), ar c'hentañ bugel eus un aridennad hir, etre 28 ha 35 a-hervez, da lavarout eo etre 13 hag 20 gant serc'hed hag ar peurrest gant e wreg Beatrice della Scala[1],[2].

E 1346, goude un irienn all, e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre Savoia, Flandrez, hag e Bro-C'hall, ma voe ostizet e lez ar roue Philippe IV le Bel e 1348.

E miz Meurzh 1349, goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an impalaer santel, hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant ha da gemer ar stur war e lerc'h.

D'ar 27 a viz Gwengolo 1350 e timezas Bernabò Visconti e Verona da Veatrice Regina della Scala (1331-1384), merc'h da Vastino II della Scala (1308-1351), aotrou Verona ha Vicence.

D'ar 5 a viz Here 1354 e varvas an arc'heskob, ma teuas e dri niz Matteo II, Galeazzo II ha Bernabò da vezañ kenaotrouien Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :

Bernabò a lakaas kregiñ da sevel gwikadell Bergamo. D'ar 26 a viz Gwengolo 1355 e varvas Matteo II Visconti (en he zestamant e skrivas Valentina Doria, mamm an tri c'henaotrou, e oa diarvar e oa bet lazhet Matteo gant e vreudeur[4]) ha Bernabò a gemeras gwikadelloù Lodi, Parma, Bologna, ha Pontremoli.

Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel Karl IV gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Vilano d'ar 4 a viz Here 1356. D'an 12 a viz Du e voe prizoniet gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Vatteo Iañ Visconti.

Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni e Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet[5] : en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel ar re Visconti.

E 1359 e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'Oleggio d'ar pab Inosant VI. Droug a savas er pab, ma tamallas da Vernabò bout disivouder en miz Eost 1360. Bloaz goude ez eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabò.

E miz Gouhere 1361 e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo[6] gant soudarded ar pab kaset gant ar c'hondottiero Galeotto Malatesta (1327-1372). Un taol fall e voe : 700 den lazhet, 200 gloazet, 1 300 prizoniad[7] ha kollet teñzor an arme.

Bloaz goude, d'ar 14 a viz Here 1362, e voe lazhet Ugolino, mab da C'huido Mantova, aotrou Mantova ha pried Caterina Visconti, merc'h da Vatteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò.

Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu-eñ, e miz Kerzu 1362, o kas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall Jean II le Bon[8] ha hini roue Kiprenez, Pierre Iañ de Lusignan[9].

Echu ar c'heid-amzer a oa bet roet da Vernabo da zont da Avinhon ec'h embannas ar pab Urban V d'ar 4 a viz Meurzh 1363 e oa disivouder Bernabò, skismatek, milliget gant an Iliz, ha tennet e wirioù digantañ. E vibien ivez a voe kondaonet gantañ. Miz goude e voe trec'het Bernabò e kreñvlec'hig Solara[10], gant soudarded ar pab renet gant Galeotto Malatesta adarre. Mil brezelour war varc'h a voe prizoniet war un dro gant 38 condottiero[7], Ambrogio Visconti, ur mab da Vernabo, en o zouez.

Klask a reas Bernabò sinañ un arsav-brezel gant kannad ar pab, ar c'hardinal Gil de Albornoz y Espinosa. Sinet e voe ar peoc'h d'an 13 a viz Meurzh 1364, ha dilezet e voe kestell kornad Bologna gant Bernabò en eskemm ouzh 500 000 florin.

 
Bez Bernabò ha Beatrice

D'ar 6 a viz Mae 1385, p'edo Bernabò war-nes kas da benn e vennad da zimeziñ e verc'h Lucia da Louis II d'Anjou, deuet da vout roue Sikilia, Gian Galeazzo Visconti, gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, e penn un armead 500 goafer, a grogas e Bernabò hag en e zaou vab Ludovico ha Rodolfo, hag o c'hraouias e Porta Giovia e Trezzo sull'Adda kent kemer ar galloud.

Er vac'h e varvas Bernabò d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet gant Gian Galeazzo, en devoa gortozet c'hwec'h vloaz evit kastizañ e eontr war-lerc'h e zichekadennoù kozh.

Bugale

kemmañ

Pemzek bugel en doe gant Regina della Scala.

  1. Taddea (~1351-1381), a zimezas e 1364 da Stephan III, dug Bavaria-Ingolstadt
  2. Verde (~1352 – ~1414), a zimezas e 1365 da Leopold III Habsbourg, dug Stiria
  3. Marco (1353-1382), aotrou Parma, a zimezas e 1367 da Isabella, merc'h da Friedrich von Bayern-Landshut
  4. Ludovico († 1404), gouarnour Lodi, a zimezas e 1381 d'e geniterv Yolande, merc'h da C'haleazzo II Visconti
  5. Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
  6. Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas e 1382 da Véatrix, merc'h d'ar c'hont Jean II d'Armagnac ha da Jeanne de Périgord
  7. Antonia Visconti (1360-1405), a zimezas e 1380 da Eberhard III, kont Würtemberg
  8. Caterina (1360-1404), a zimezas e 1380 d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab Gian Maria Visconti eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
  9. Valentina Visconti (1361-1393), lesanvet Valenza (~1361-1393), a zimezas e 1378 gant Pierre II de Lusignan, roue Kiprenez
  10. Agnese (~1362-1391), a zimezas e 1380 da Francesco Iañ Mantova, aotrou Mantova, a lakaas he dibennañ e 1391
  11. Maddalena (1366-1404), a zimezas e 1381 da Friedrich von Bayern-Landshut
  12. Gianmastino (1370-1405), aotrou Bergamo, a zimezas e 1385 gant Cleofe, merc'h da Antonio Iañ della Scala, aotrou Verona
  13. Lucia (1372-1424), a zimezas e 1407 da Edmund Holand, 4vet kont Kent
  14. Elisabetta (~1374-1432), a zimezas e 1395 d'an dug Ernst Bavaria
  15. Anglesia († 1439), a zimezas e 1400 da Janus Lusignan, roue Kiprenez, he c'hasas kuit war-dro 1407 dre ma ne c'hane bugel ebet.

Gant maouezed all, serc'hed pe get,[11] hag a-raok e eured gant Beatrice Regina en doe etre 13 hag 20 bugel bastard a voe anavezet gantañ. Darn anezho a voe brudet :


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (it) Storia di Milano
  2. (en) Foundation for Medieval Genealogy
  3. "San Donnino" zo ur c'harter hiziv e mervent Modena (Emilia-Romagna).
  4. (it) Storia di Milano
  5. Distrujet e voe an iliz e 1162 gant Friedrich Iañ Barbarossa hag adsavet en XIIIvet kantved. Distrujet e voe e 1948-1952.
  6. Ur c'harter eus gevred Bologna eo San Ruffillo hiziv, met da neuze e oa ur c'hreñvlec'h eno.
  7. 7,0 ha7,1 (it) Kbitened a vrezel Italia etre 1330 ha 1550.
  8. Hennezh, e 1360, a oa o paouez dimeziñ e verc'h Isabelle de Valois da Gian Galeazzo Visconti, mab da C'haleazzo II Visconti.
  9. Pierre Ier de Lusignan a oa deuet da Vilano e miz Genver 1363 evit brudañ ur groaziadeg na voe ket anezhi a-enep an Impalaeriezh ottoman. Dont a reas a-benn da c'hounez merc'h Bernabò, Valentina, evit e vab Pierre II.
  10. Solara : kêriadennig en hanternoz da Vodena, e kumun Bomporto, war an hent da Gampsanto.
  11. E-touez serc'hed Bernabò e oa Beltramola Grassi, Beltameda Cassa, Montanina de Lazzari, Giovanolla Montebretto, Donnina Porro ha Caterina di Cremona.

Pennadoù kar

kemmañ