Verde Visconti, pe Viridis Visconti en alamaneg, ganet war-dro 1352 e Milano, ha marvet war-dro 1414, a oa ur briñsez italian hag a zimezas, en 1365, da Leopold III Habsbourg, dug Stiria.

Verde Visconti

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Bernabò Visconti, ha da Beatrice della Scala; an eil bugel e oa, seitek bugel a oa en tiegezh. Anv-badez he moereb Verde della Scala a voe roet dezhi.

He c'hoar Taddea Visconti a oa dimezet da Steven III, Dug Bavaria, ha mamm e oa da Isabeau Bavaria, gwreg ar roue gall Charlez VI. Verde hag he c'hoarezed a reas dimezioù spletus. He zud-kozh a-berzh he mamm e oa Mastino II della Scala hag e bried Taddea da Carrara; a-berzh he zad e oa Stefano Visconti hag e bried Valentina Doria.

Tad Viridis, Bernabò, a oa un tirant kriz ha didrugar. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh hini ebet eus tud Milano kaout afer ouzh Curia Roma, gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se en 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ.

He bugale

kemmañ
  1. Wilhelm , lesanvet der Ehrgeizige ha der Freundliche (1370–1406)
  2. Leopold IV lesanvet der Dicke(1371–1411)
  3. Ernst lesanvet der Eiserne(1377–1424)
  4. Friedrich IV mit der leeren Tasche (1382–1439)