Galv Rimini
Galv Rimini, pe proclama di Rimini en italianeg, zo ur galv graet d'an 30 a viz Meurzh 1815, gant Joachim Murat, a oa bet lakaet war ar gador-roue e kêr Napoli gant Napoleone Buonaparte, pa en doa diskleriet ar brezel da Aostria hag e oa en em droet ouzh pobloù Italia o c'hervel anezho d'en em sevel a-enep ar vistri nevez.
E gwirionez e voe graet ar galv d'an 12 a viz Mae, ha lakaet warnañ un deiziad faos, an 30 a viz Meurzh eta, goude emgann Tolentino,[1] a verkas fin ren Murat e Napoli.
- L'ora è venuta che debbono compiersi gli alti vostri destini. Incipit Galv Rimini gant Joachim Murat. (Deuet eo an eur ma tle bezañ sevenet ho tonkadoù uhel)
Istor
kemmañE 1806 e voe fiziet Rouantelezh Naplez, aloubet gant arme an impalaer gall Napoleone Buonaparte, e breur an impalaer, Giuseppe. Pan eas Giuseppe da gemer kurunenn Spagn, goude diskaret ar roue spagnol Carlos IV hag e vab Fernando VII, e fellas da Napoleone lakaat e vreur-kaer Joachim Murat da roue Naplez[2].