Gaztelugatxeko Doniene

menez e Spagn

Un enezenn vihan dirak aod Bizkaia eo Gaztelugatxeko Doniene (San Juan de Gaztelugatxe e spagnoleg), e kumun Bermeo, en Euskal Herria. Staget eo ouzh an douar-bras gant ur pont ardaouel. War he lein ez eus ur peniti, savet da Sant Yann-Vadezour en Xvet kantved, daoust ma'z eus bet diskouezet gant an dizoloadennoù e oa darnoù bennak hag a sav d'an IXvet kantved. Gant an enez vihan amezek, Aketze, ez eo ur biotop gwarezet hag en em astenn eus kêr Bakio betek kap Machichako e pleg-mor Gwaskogn.

Gaztelugatxeko Doniene
Skalier da sevel gant an tornaod

Evit mont da weladenniñ Gaztelugatxeko Doniene ez eus meur a barklec'h. Ar gwellañ mare da vont di eo an nevezamzer hag an diskaramzer, abalamour d'ar peoc'h a vez neuze, rak kalz tud a vez e-pad an hañv.

Ar ger gaztelugatxe a zeu eus an euskareg gaztelu (kastell) hag aitz (roc'h).

Deskrivadur kemmañ

Serzh eo aod Euskadi er rannvro-se. Krignat a ra ar mor an aod roc'hek dibaouez, ha krouiñ a ra riboulioù, kevioù ha gwaregoù. E-kreiz ar gevrenn-se eus an aod emañ enez Gaztelugatxeko Doniene, gant an enez vihan Aketze (Enez ar c'honikled), ur baradoz evit al laboused-mor.

E-kichen ar peniti ez eus ul lochenn vihan d'ar weladenner da gaout gwasked ha da zebriñ e ti Mari Glazioù dirak ar gwel eus ar mor.

Ar peniti kemmañ

An iliz vihan, a vez serret peurvuiañ, a zo anezhi abaoe IXvet kantved. E 1053 he doa roet, gant don Iñigo López Aotrou Bizkaia, d'ar manati San Juan de la Peña, e-kichen Jaka en Hueska.

 
Da serr-noz.

Implijoù bellouriel kemmañ

Luc'hskeudennoù kemmañ

Lec'hiennoù internet kemmañ

https://web.archive.org/web/20080828190229/http://www.sanjuandegaztelugatxe.com/ (es)