Gen Paul
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Gen Paul, bet ganet Eugène Paul d'an 2 a viz Gouere 1895 e Pariz XVIII (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 30 a viz Ebrel 1975 e Pariz XIII (Bro-C'hall), a oa ul livour[1] gall, ezel eus luskad al liverezh trivliadel.
Ober a reas gant ar gouach ivez ha bez' e voe engraver (bet kelennet gant Eugène Delâtre (1864-1938)), maendresour ha treser.
Un droiadig e metoù ar sinema
kemmañE 1934 e voe roet ur roll dister dezhañ e L'Atalante gant Jean Vigo : hini ur c'houviad kamm pedet da eured daou haroz ar film, "Jean" (Jean Dasté) ha "Juliette" (Dita Parlo).
Ur gejadenn all en devoa bet gant ar sinema e 1950 da-geñver Peintres et artistes montmartrois gant Jean-Claude Bernard : un teulfilm berr ma talc'he e roll, evel arzourien all en o zouez George Braque, Josette Clavier, Lycette Darsonval, Jean d'Esparbès, Serge Golovine, Fernand Léger, Colas Marini ha Maurice Utrillo.