Genrikh Samoilovich Lyushkov (rusianeg: Генрих Самойлович Люшков), ganet e 1900 ha steuziet e miz Eost 1945, a oa un ofisour e servijoù sekred URSS ha treitour a renk uhel. Kuitaet en devoa servij URSS evit mont e servij Impalaeriezh Japan. Tonkad Lyushkov n'eo ket sklaer, steuziet eo met den ne oar petra a zo erruet gantañ goude-se. Kalz mennozhioù a zo bet gant kazetennereien pe kelennerien skol-veur met prouenn anat ebet.

Genrikh Lyushkov e 1939

Yaouankiz

kemmañ

Ganet eo Lyushkov en Odessa en Impalaeriezh rusian e 1900. An tad a orin yuzev a oa kemener. E 1908 e oa kroget gant ar skol en ur skol-stad c'hwec'h klasad. Chomet e oa eno betek 1915. E-pad ma oa skoliataet e voe awenet gant e vreur hag a oa ezel eus ar strollad Bolchevik kuzh. Emezeliñ a reas Genrikh Lyushkov ha kemer a reas perzh er reveulzi bloavezhioù war-lerc'h.