Gentile Brancaleoni
Gentile Brancaleoni (1416 – Urbino, 27 Gouere 1457) a oa dugez Urbino.
Merc'h e oa da Bartolomeo Brancaleoni, rektor ar Massa Trabaria, ha da Giovanna Alidosi. "Gentile" zo un anv-badez roet koulz da vab evel da verc'h.
Mervel a reas he zad e 1424, pa oa eizh vloaz. Ha setu an div verc'h, Piera an henañ, ha Gentile, dindan o mamm, e penn madoù ha gwirioù o zad, hogen dindan evezh kont Urbino, Guidantonio da Montefeltro, a oa vikel in temporalibus ar pab Martinus V. He mamm, Giovanna Alidosi (en anv he merc'hed) a oa evel un itron En he lez vihan e voe pedet, e 1426 ha 1433, Federico da Montefeltro, mab da gont Urbino, hag a oa aotreet gant ar pab da zimeziñ da Gentile.
Divoas e oa statud Mercatello ha Sant'Angelo in Vado (gouarnet ervat gant Giovanna Alidosi hogen dindan vikeliezh kont Urbino, e 1437, pa zimezas Gentile da Federico, o tigas dezhañ, evel argouroù, madoù ha gwirioù he zad, pa oa pennhêrez (marvet e oa he c'hoar Piera a-raok 1431).
Seizh vloaz goude, e 1443, ar pab Eugenio IV a roas da Federico da Montefeltro vikeliezh in temporalibus hag an titl a gont da-heul, evit an douaroù a oa bet da Bartolomeo Brancaleoni. E 1444 e tegouezhas Federico da Montefeltro er galloud e douaroù e dud (Urbino, Cagli, Cantiano, Gubbio, Castel Durante ha darn eus Montefeltro), hag ivez e Sant'Angelo in Vado ha Mercatello (ha triwec'h kastell ar gontelezh a oa d'ar Brancaleoni a-gozh) a voe staget neuze ouzh an domani a voe anvet goude Dugelezh Urbino.
N'eo nemet d'ar c'houlz-se, ha da vat adal 1447, ez eas ar gontez Gentile da chom da Urbino.
En Urbino e reas Gentile war-dro besterd divastardet he fried evel pa vijent bet bugale dezhi (Elisabetta, Gentile, Buonconte hag Antonio), ha ne hañval ket gwirheñvel ar goñchenn e vije bet kraouiet en ur gouent gant he fried, war-zigarez ma oa gaonac'h, dezhañ d'ober un eured nevez. Federico a gare e wreg, ha ne addimezas nemet goude marv Gentile.
Mervel a eure d'ar 27 a viz Gouhere 1457, dre ma oa regofek moarvat.
Lenn
kemmañ- V. Lanciarini, Il Tiferno Mataurense e la Provincia di Massa Trabaria, ristampa anastatica Grafica Vadese, Sant'Angelo in Vado, 1988 (Roma 1890-19129), vol. I, pp. 383–400 ha vol. II, pp. 492–507.
- G. Franceschini, La morte di Gentile Brancaleoni (1457) e di Buonconte da Montefeltro (1458), in “Archivio Storico Lombardo”, a. 2, fasc. 3-4, 1937, pp. 489–500.
- E. Perini, La signoria dei Brancaleoni di Casteldurante, MEF Firenze Atheneum, Firenze, 2008, pp. 72–74.