George Clooney
George Timothy Clooney, ganet d'ar 6 a viz Mae 1961, zo un aktour, sevener filmoù, den a aferioù stadunanat. Enoret eo bet gant tri Golden Globe Awards evit e labour evel aktour ha daou Academy Awards, unan evit e roll er film Syriana (2006) hag unan all evel kenbroduer Argo (2012).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | George Clooney |
Anv ganedigezh | George Timothy Clooney |
Anv-bihan | George |
Anv-familh | Clooney |
Anv berr | George Clooney |
Deiziad ganedigezh | 6 Mae 1961 |
Lec'h ganedigezh | Lexington |
Tad | Nick Clooney |
Pried | Amal Alamuddin |
Bugel | Alexander Clooney, Ella Clooney |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Bet war ar studi e | University of Cincinnati, Northern Kentucky University, Augusta High School, Beverly Hills Playhouse |
Lec'h annez | Augusta, Laglio, Lexington, Lenn Como |
Deroù ar prantad labour | 1978 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Relijion | agnostegezh |
Has pet | Vietnamese Pot-bellied |
Filmography | George Clooney filmography |
Ezel eus | Council on Foreign Relations, SAG-AFTRA, Screen Actors Guild, Writers Guild of America, West |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art |
Rummad tost | Category:Films directed by George Clooney, Category:Films produced by George Clooney, Category:Films with screenplays by George Clooney |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Clooney en devoa kroget da vezañ aktour er skinwel e 1978, goude-se e voe brudet evit e roll evel Dr. Doug Ross er stirad skinwel hirbad ospital ER etre 1994 ha 1999. Enoret e voe gant e anv lakaet war ar renk div wech evit daou Primetime Emmy Award. E-keit ma oa o labourat er stirad skinwel ER, e voe goulennet gantañ c'hoari rolloù penn e meur a film, evel er film dreistharozel Batman & Robin (1997) hag ar film fent Out of Sight (1998) ; ar wech kentañ e voe dezhañ labourat evel produour gant Steven Soderbergh. Goude ar film-se e teufont da vezañ kenlabourerien a-vicher. E 1999, e voe gwelet er roll pennañ er film Three Kings, ul ludresadenn burutellet ha degemeret mat gant an arvesterien eus Brezel ar Pleg-mor.
Buhez prevez
kemmañDimezet eo gant ar varristerez vreizhveuriat a orin libanat Amal Alamuddin abaoe ar 27 a viz Gwengolo 2014. Gevelled o deus bet — Ella hag Alexander — d'ar 6 a viz Even 2017.