Ganet e oa bet George Dewey Cukor d’ar 7 a viz Gouere 1899 e New York ha marvet d'ar 24 a viz Genver 1983 e Los Angeles. Bet eo leurenner c'hoariva e Broadway er bloavezhioù 20. Ober a ra micherioù a bep seurt e Hollywood a-raok sevel e film kentañ Grumpy. Barrek e oa sañset da lakaat an aktourien d'ober o seizh gwellañ : 21 aktour, bet o c'hoari en e filmoù, a zo bet anvet da gaout un Oscar bennak. Un nebeud filmoù graet gantañ : The Philadelphia Story (1940) gant Katharine Hepburn, Cary Grant ha James Stewart, Let's Make Love (1960) gant Yves Montand ha Marilyn Monroe... un Oscar en deus bet gant ar film My Fair Lady e 1964.

George Cukor