George Soros, bet ganet Schwartz György d'an 12 a viz Eost 1930 e Budapest (Hungaria), a zo ur c'hellidour stadunanat pinvidik-mor a orin hungariat. E miz C'hwevrer 2018 e oa istimet da 8 bilion $ e binvidigezh. Roet en deus un 32 bilion $ da obererezhioù ar mat dre e aozadur Open Society Foundations.

George Soros e-pad emvod ar World Economic Forum e Davos e 2010

Deuet brudet eo gant e obererezhiou a drafikerez war ar « paper arc'hant » (devise) hag ar c'hevrannou (actions). Merket en deus istor talvoudou ar yalc'hadou an talvoudou hag ivez evit e madoberereziou filantropek. Unan eus diazezourien an hedge funds eo, digouezhet er bloaveziou 70, hag a zo disheñvel deus ar glogoren arc'hantiñ japanad. Prezidant eo bremañ deus Soros Fund Managment, diazezet e New York, hag a vere e 2012,ouzhpenn 25 milliard a $ evitañ, e famill hag e (fondations). Krouet en deus an Open Society Institute, deuet da vezañ Open Society Foundations.

En e yaouankiz Soros, ganet György Schwartz, a zo mab ar skrivagner esperanteg Tivadar Soros, gant an oberenn Maskerado ĉirkaŭ la morto, bet skrivet da gentañ en esperanteg hag a zanevelj e istor e-kerzh an dalc'hidigezh alaman e Budapest. Troet eo bet e meur a yezh (saozneg, rusianeg, alamaneg, hungareg ha turkeg). Neoazh Georg hag e vreur Paul ne hañvalont ket bezañ esperantegerien a vihanig, obererezh ebet n'o deus graet war an danvez se. Ganet eo en Hungaria. Pa oa trizek vloaz e voe aloubet Hungaria gant an Alamagn nazi, e miz meurzh 1944. Daoust d'e familh bout Yuzevien e tec'h kuit deus an hengaserezh dre chans, gwarezadur un implijiad ar vaodiernerez ha lak anezhañ da dremen evit e filhor. Bevañ ra en Hungaria betek 1946, kent tec'hout d'an dalc'herez soviedel e-skeud 'n em gavout er c'hendalc'h esperantek.

D'ar Rouantelezh Unanet e tivro e 1947, ma stag gant studiou armerzhel el London School of Economics. Tapout a ra ur vachelor e skiantou e 1951 hag ur PhD a brederouriez en 1954. Kregiñ ra da labourat, ar memes bloaz, en un ti courtage deus ar City Londoniad, krouet gant daou genlabourer Hungariad. Ouzhpenn da se e ra micheriou bihan evel mestr gouronkañ, gwerzer profou envoriñ, douger malizennou. Mont ra d'ar Stadou Unanet e 1956 evit hevezañ gounid awalc'h a arc'hant e Wall Street evit bout skrivagner ha prederour. Labourat a ra, evel dielfenour e meur a meur a gevredigez arc'hantel bihan : F.M. Mayer and co Wertheim and co puis Arnold and S. Bleichroeder. E ti Arnold and S. Bleichroeder eo dielfenour hag e ver evit ar wech kentañ ur sammad postadurez tredeogel war an danveziou diazezel. E 1969 e krou e c'hentañ ...