Ger goulenn
Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger goulenn (saoz: interrogative word) evit komz eus ur ger en ur frazenn pe ul lavarenn hag a dalvez da sevel ur goulenn. Tennañ a ra neuze da berzh kevreadurezhel ha/pe semantikel un elfenn bennak.
Bez' e c'hell klotaat ar stummoù implijet evel sevel goulennoù e yezhoù zo gant stummoù implijet evit perzhioù ha sterioù all, da skouer e saozneg hag e galleg e c'hell klotaat stumm ar gerioù goulenn gant stumm ar raganvioù stagañ implijet en islavarennoù, d.s.:
- Saozneg
- Stumm goulennata
- Where was he born?
- Stumm stagañ
- The country where he was born
- Galleg
- Stumm goulennata
- Où est-il né?
- Stumm stagañ
- Le pays où il est né
E yezhoù all avat e implijer gerioù disheñvel bewech, da skouer e brezhoneg:
- Brezhoneg
- Stumm goulennata
- Pelec'h e oa bet ganet?
- Où est-il né?
- Islavarenn: stumm stagañ
- Ar vro ma oa bet ganet (= "el lec'h ma")
Keñveriit gant an doare da sevel goulennoù ameeun:
- Islavarenn: stumm goulennata
- N'ouzon ket pelec'h emañ?
Meur a berzh kevreadurezhel a c'hell kaout seurt gerioù goulenn er frazenn:
- Doareer
- Pe, Pet, d.s. Pe den?, Pet a dud?
- Da biv (perc'henn), d.s., "Da biv eo an daol-mañ?"
- Pro-stummoù
- Raganvioù goulennata
- Piv (tud), d.s., "Piv en deus skrivet al levr-mañ?"
- Petra (nann-tud), d.s. "Petra eo an dra-mañ?"
- Pro-ragverboù
- Pelec'h (lec'hiadur), d.s., "Pelec'h emañ ma c'hador?"
- Eus belec'h (orin), d.s., "Eus pelec'h e teu hennezh?"
- Da belec'h (pal), d.s., "Da belec'h emañ o vont?"
- Pegoulz (amzer), d.s., "Pegoulz e teuio?"
- Penaos (doare), d.s., "Penaos en doa graet evit dont?"
- Perak (abeg), d.s., "Perak e lârez geveier?"
- Raganvioù goulennata