Ger-stagañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger stagañ (saoz: relative word) evit komz eus ur ger anaforel, peurliesañ ur raganv hag a dalvez da verkañ un islavarenn ha d'he liammañ ouzh ur frazenn vrasoc'h. Tennañ a ra neuze da berzh kevreadurezhel ha/pe semantikel un elfenn bennak kentoc'h evit do stumm. Diwar div lavarenn eeun neuze e vez savet ul lavarenn lieskevrennek.
E brezhoneg e vez implijet ar rannigoùigoù verb "a" (pe "hag a") hag "e" evit liammañ un islavarenn ouzh ur frazenn pennañ hag ivez an termen ispisial "hag-eñ" evit islavarennoù goulennata ameeun, da skouer :
- Rener
- "An den a garan"
- Nann-rener
- "An hini e oan o soñjal ennañ"
- "An hini ma oan o soñjal ennañ"
- Goulenn ameeun
- "N'ouzon ket hag-eñ e teuio"
Bez' e c'heller implijet seurt gerioù stagañ e lec'h meur a arguzenn kevreadurezhel disheñvel, da skouer :
- Rener:
- Jack is the boy who kissed Jenny
- ("Jack eo ar paotr hag en doa poket Jenny")
- Renadenn eeun
- Jack is the boy that Jenny gave a gift to. (= to whom)
- ("Jack eo ar paotr ma' oa bet roet ur prof dezhañ gant Jenny")
- Renadenn araogennek
- Jack built the house which I live in. (= in which)
- ("Kack a savas an ti m'emaon o vevañ (ennañ)")
- Perc'hennañ
- Jack is the boy whose friend built my house.
- ("Jack eo ar paotr da biv en doa ur mignon bet savet ma zi gantañ")
E yezhoù zo e c'hell rankout klotaat perzhioù yezhadurel raganvioù stagañ (gour, niver ha/pe jener) gant re an anv-kadarn va reont dave oute, evel ma c'hoarvez a-wezhoù e spagnoleg.
E wezhoù all c'hoazh e c'heller diforc'hañ etre ar stummoù imoplijet evit ober dave da dud ha nann-tud, da skouer e saozneg :
- Raganv stagañ: Tud
- The man who I saw
- ("Ar gour a welis")
- Raganv stagañ: nann-tud
- The book that I saw
- ("Al levr a welis")
Meur a yezh avat n'o deus gerioù stagañ ispisial ebget evit sevel isalavarennoù. En alamaneg, da skouer, e vez implijet ar gerioù-mell e lec'h raganvioù stagan, da skouer :
- Das sind die Freunde, mit denen wir in Urlaub fahren
- "Se.int ar vignoned [LIES. NOM.], gant.ar re [LIES. DAT.] ni.e.vakañsoù.beajomp"
- "Setu ar vignoned m'ac'h eomp da vakañsiñ gante"
Er frazenn-mañ e vez implijet stumm dativel ar ger-mell strizh dre ma teu goude an araogenn mit ("gant").
E sinaeg (mandarineg e implijet ar rannig de implijet evit liammañ ur penn (a-dehoù) ouzh ar renadenn (a-gleiz), keñveriit :
- Liamm perc'henniezh
- Wo de che
- {[Me-DE].karr-tan}
- ("Ma c'harr-tan")
- Frazenn anv-gwann
- Bai de che
- {[Gwenn-DE].karr.tann}
- ("Ur/Ar c'harr-tan gwenn"/"Kirri-tan gwenn")
- Islavarenn
- Wo kan de shu hen you yisi
- {[Me.lenn.-DE].levr}.(tre ELFENN FRAMMEL).kaout.dedennusted
- ("Dedennus eo/e oa al levr a lennis")
E meur a yezh all, o saozneg hag ar galleg en o zouez, e c'hell klotaat ar stummoù ar gerioù stagañ diouzh un tu gant stumm ar gerioù gouelnn diouzh an tu all, da skouer :
- Saozneg
- Stumm goulennata
- Where was he born?
- Pelec'h e oa bet ganet?
- Stumm stagañ
- The country where he was born
- Ar vro ma oa bet ganet (= "el lec'h ma")
E brezhoneg ec'h eus gerioù stagañ ispisial ("ma") da vezañ implijet en islavarennoù nann-goulennata, da skouer :
- Brezhoneg
- Goulenn eeun: stumm goulennata
- Pelec'h e oa bet ganet?
- Islavarenn: stumm stagañ
- Ar vro ma oa bet ganet (= "el lec'h ma")
- Goulenn ameeun: stumm goulennata
- N'ouzon ket pelec'h emañ?