Gerald Windsor
Gerald Windsor (c. 1075 – 1135),pe Gerald FitzWalter, a oa un aotrou norman a oa perc'henn kentañ Kastell Penfro, e Sir Benfro, e Kembre, hag a oa e rouantelezh Deheubarth a-raok an aloubadeg norman. Konestabl kastell Windsor e Bro-Saoz e oa, ha karget e oa bet da ren an armeoù norman e mervent Kembre. Gourdad e oa d'ar skourroù FitzGerald, FitzMaurice, De Barry, ha Keating en Iwerzhon.
Dimeziñ a reas d'ar briñsez kembreat Nest ferch Rhys, merc'h da Rhys ap Tewdwr, roue Deheubarth, ha tud-kozh an eskob Gerallt Gymro e oant.
E vugale Aozañ
- William (m. 1173)
- Maurice FitzGerald (c.1100 - 1 Gwengolo 1176)
- David FitzGerald, Eskob Tyddewi (m. c.1176)
- Angharad ferch Nest, mamm Gerallt Gymro
- ?Gwladys