• Sellout ouzh ar pennad Nest.

Nest ferch Rhys (war-dro 1085 – marvet a-raok 1136 ; fl. 1100-1120) a oa ur briñsez eus rouantelezh Deheubarth brudet he c'hened. Merc'h e oa d'ar roue Rhys ap Tewdwr ha d'e wreg Gwladys verch Rhiwallon.

War-lerc'h marv he zad e 1093, e voe aloubet Deheubarth gant an Normaned hag ar roue norman Herri Iañ a Vro-Saoz a embannas bout he gwarezer. Ur mab he doe Nest eus e berzh, Henry FitzRoy. E 1100 e c'hoantaas Henry dimeziñ anezhi da unan eus e varc'heien, Gerald Windsor, anvet gantañ da aotrou Penfro. Pevar bugel o doe Nest ha Gerald :

  1. William FitzGerald (marvet e 1173)
  2. Maurice FitzGerald, aotrou Lanstephen (marvet e 1177)
  3. David FitzGerald, arc'hdiagon Cardigan hag eskob Tiddewi,
  4. Angharad a Windsor

Da Nedeleg 1109, e oa Nest hag he gwaz o tegemer he c'henderv Owain ap Cadwgan, mab da Cadwgan ap Bleddyn, priñs Powys. Ken bamet e voe Owain gant koantiz Nest ma'z eas da argadiñ kastell Cenarth Bychan gant pemzek gwaz, ma skrapas Nest, ha ma kasas ar wreg hag he bugale gantañ. Diwezhatoc'h e kasas ar vugale en-dro d'o zad.

Diwar an dro-se e voe graet Helen a Gembre anezhi abalamour d'ar brezel a voe da-heul an darvoudoù-se. Daou vab a voe ganet gant Nest diwar Owain, Llywelyn hag Einion, ha neuze e voe kaset en-dro d'he gwaz.

Pa varvas he fried e voe karet gant Stephen, konestabl Cardigan, he devoe ur mab all digantañ, Robert Fitz-Stephen.

Merc'h Nest, Angharad, a voe mamm d'an eskob ha skrivagner Gerald a Gembre. He mibien Maurice ha Robert a eas da vrezeliñ da Iwerzhon gant Strongbow; mervel a eure Robert e 1182.

Anv-badez Aozañ

N'eo ket un anv roet kenañ d'ar merc'hed, abalamour da vuhez diroll, hervez kredennoù strizh ar brotestantiezh kembreat, ar briñsez Nest.