Gerberga Lombardia
Gerberga Lombardia (en VIIIvet kantved) a oa merc'h da Dider Lombardia, roue al Lombarded, ha d'e wreg Ansa. Dimeziñ a reas da Karloman Iañ, roue ar Franked ha breur Karl Veur, en 769. He c'hoar Desiderata a oa dimezet da g-Karl Veur. Pa varvas he gwaz e tec'has da Lombardia, da di he zad, aon ganti e vije lazhet he bugale gant he breur-kaer. Kement-se a zegasas brezel etre rouantelezh ar Franked ha hini al Lombarded, ha distruj rouantelezh al Lombarded a-benn ar fin.
Istor
kemmañGwall nebeud a dra a ouzer eus Gerberga. N'eo ket sur e oa merc'h da z-Dider. Hervez istorourien zo ez eus meskaj etre Gerberga ha Desiderata. Darn all a lavar e c'hallfe bezañ daou anv d'ar memes maouez[1].
Lombardez pe Frankez
kemmañKavout a ra da lod e oa ur Frankez abalamour d'ul lizher faeüs skrivet gant ar pab Stefan III da Garloman ha Karl, pa glevas keloù eus eured Karl gant Desiderata, e lavaras e oa bet "urzh o zad Pepin Grenn e vijent dimezet da Frankezed kenedus..."[2]
Bugale
kemmañDaou vab he doe, ha Pepin ar yaouankañ[3] Pa varvas Karloman (eus gwadañ e fri hervez un testeni)[4] edo Gerberga engortoz da welout he mibien o resev rouantelezh o zad Karloman, ha marteze da ren ken e vijent bras a-walc'h[5] . E-lec'h se avat e lammas Karl war zouaroù e vreur, hag e tec'has e c'hoareg eus Frankia gant he mibien ha kuzulier he gwaz, Autchar. Eus an dec'hadeg-se e skriv Eginhard, buhezskriver Karl Veur, "ne oa abeg ebet da gement-se"[6].
Ne vern penaos e karzas da repuiñ da Lombardia, ha degemeret e voe gant he bugale hag he c'hoskor e Pavia. Enebourien e oa bet Dider ha Karloman, dreist-holl abalamour d'an emglev a oa etre Dider ha Karl Veur, dimezet da verc'h Dider: dañjer a c'halle dont eus an daou-se. Met pa voe kaset Desiderata, merc'h Dider, kuit gant he fried, e troas o emglev da enebiezh. Se zo kaoz e oa troet Dider da zegemer gwreg Karloman. Goulenn a reas ouzh ar pab Adrian II mont da hanterour, anavezout gwir mibien Karloman da ren war-lerc'h o zad, ha kurunenniñ anezhe evel rouaned ar Franked[7].
E 773 e teuas armeoù Karl Veur da aloubiñ Italia. An dizober eus Dider ha Gerberga a felle dezhañ kaout.
He lignez
kemmañ┌─ X ┌─ Dider Lombardia (vers 710 -† ap.774), dug Toskana, roue al Lombarded. │ └─ X │ Gerberga Lombardia │ │ ┌─ X └─ Ansa (?-?). └─ X
Gerberga Lombardia dimezet e 768 da Karloman Iañ breur Karl Veur │ ├─Pepin (?-?). (?-†770), serret en ur manati war urzh Karl Veur. └─X (?-?), serret en ur manati war urzh Karl Veur.
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Murray, Archibald Callander, and Goffart, Walter A., After Rome's Fall: Narrators and Sources of Early Medieval History.
- ↑ Dutton, Paul, Carolingian Civilisation: A Reader
- ↑ Davis, Raymond (Editor), The Lives of the Eighth Century Popes, p.102 n.76
- ↑ "Cathwulf, Kingship, and the Royal Abbey of Saint-Denis", by Joanna Story, Speculum
- ↑ Riche, Pierre, The Carolingians
- ↑ Eginhard, The Life of Charlemagne
- ↑ McKitterick, Rosamond, The Frankish Kingdoms Under the Carolingians
Levrioù
kemmañ- Pierre Riché, Les Carolingiens, une famille qui fit l'Europe, 1983
- Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-877472086
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire ISBN 2-03519265