Geriadur Garnier zo ur geriadur brezhonek embannet e 1986 e falc'huneg gant an ti-embann gall Garnier. Renet e oa an embannadur gant Per-Jakez Heliaz, ha kalz skouerioù a oa tapet eus levrioù Jules Gros.

Adembannet eo bet gant un anv all, Ar Geriadur, war anv Andreo ar Merser, gant Emgleo Breiz e 2009, gant nebeut-kaer a cheñchamantoù, hep meneg eus anvioù Per Jakez Helias na Jules Gros, na kennebeut all eus ar re all a oa war roll ar genskriverien.

Geriadur Garnier ha Geriadur Andreo ar Merser

kemmañ

Daoust ma kaver rik-ha-rik koulz lavaret kement a zo e-barzh embannadur Garnier e-barzh hini Emgleo Breiz ha nebeut a draoù ouzhpenn, e lavar Andreo ar Merser: «Sikouret em boa da sevel ar Garnier ha tud all o devoa graet ivez. Neuze em boa dalc'het soñj eus traoù zo. Met james n'hon eus klasket kopiañ anezhañ. Disheñvel eo Ar geriadur war veur a boent. Da gentañ eo kalz tevoc'h, kalz muioc'h a c'herioù hag a skouerioù a zo e-barzh. E-keñver spered, e c'helljen lavaret marteze eo heñvel tamm-pe-damm. Met e-keñver labour, n'en deus netra da welet.»[1]

Notennoù

kemmañ
  1. Ya!, 18.12.2009, p.3.