Ya !

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ma klasker sterioù all ar ger Ya n'eus nemet sellout ouzh ar pennad Ya.
He neuzAozañ
Ar gazetenn vrezhonek sizhuniek nemeti war baper eo. Krouet e voe e miz Mae 2005 gant an ti-embann brezhonek Keit Vimp Bev, staliet e Laz (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed). A-vent eo gant Le Télégramme, met 12 pajennad hepken zo enni. Ur bajenn a-bezh a zo e gallaoueg e pep niverenn abaoe miz Gwengolo 2022.
Ar renerezAozañ
Renerez an embann eo Laurence Lavrand, a zo kenbrezidantez an ti-embann ivez (gant Gégé Gwenn).
Skrivagnerez eo Laurence Lavrand.
An danvezAozañ
En daouzek pajenn e kaver pennadoù a bep seurt : politikerezh, diorren ar brezhoneg, diduamant, skiantoù, kronikennoù, sportoù, deiziataer (gouelioù, programmoù skinwel, darvoudoù sevenadurel).
Er bajenn ziwezhañ e vez kavet an talbenn "Un emgav gant..." a-us d'ur pennad-kaoz gant un den, brezhoneger·ez.
Renevezet eo bet ar vaketenn e-barzh an niverenn 900 e miz Gwengolo 2022.
SkipailhAozañ
- Renerez an embann : Laurence Lavrand
- Kenurzhier / Maketenner : Nikolaz Gourvenneg
Bouetet e vez ar gazetenn gant kenlabourerien a-youl vat a gas pennadoù ingal (Yann Yeun ar Gov, Maguy Kerisit, Fabien Lecuyer, Fanny Chauffin, Yann Gerven, Paol Mingant, Gégé Gwenn).
Titouroù teknikelAozañ
- Niver ar goumananterien (Meurzh 2022) : 1 100 + 150 koumanantet d'ar stumm niverel
- Priz ar c'houmanant (Meurzh 2022) : 6 euro/miz pe chekenn 80 euro/bloaz pe 2,5 euro/miz evit ar stumm niverel
- Ti-moullañ : Le Telegramme e Montroulez
Chomlec'hAozañ
Ya !
Keit vimp bev F29520 Laz
Pellgomz : 02 98 26 87 12
Postel : darempred@ya.bzh
Lec'hienn : www.ya.bzh
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |