Ginevra de' Medici
Ginevra de' Medici a oa ur briñsez eus an Tiegezh Medici, e Firenze, da vare an Azginivelezh italian.
Merc'h e oa da Lorenzo il Popolano de' Medici.
Dimeziñ a eure da Giovanni degli Albizzi (1479 - 1527), a oa eus un tiegezh enebet ouzh ar Medici.
He bugale
kemmañPevar mab o doe:
- Luca degli Albizi (1511-1555), dimezet da Laudomia Pitti
- Lorenzo degli Albizi (1512 - war-dro 1560)
- Benedetto degli Albizi (war-dro 1514 - 1546), barzh
- Francesco degli Albizi (1516-1588), chaloni en iliz-veur Firenze adal 1541 (dean e 1576), kardinal merour e voe gant ar Pab Paol III.
E 1527 e varvas he gwaz gant ar vosenn.