Giovanni Balbi
Ur beleg italian eus kêr Genova, en XIIIvet kantved e oa Giovanni Balbi. Brudet eo ivez e anv latin, Johannes Januensis de Balbis, evel oberour ur c'h-Catholicon latin, da lavarout eo ur geriadur a oa e anv Summa grammaticalis quae vocatur Catholicon, echuet gantañ d’ar 7 a viz Meurzh 1286. Ar c'hentañ geriadur latin urzhiet hervez al lizherenneg e oa ar c'h-Catholicon-se hag advoullet e voe meur a wech. Talvezet en deus da skouer da c'heriadurourien all da vare an azginivelezh. War ar skouer-se e voe savet e c'heriadur teiryezhek gant ar Breizhad Yann Lagadeg, ar c'h-Catholicon.
E vuhezAozañ
Eus e vuhez n'ouzer ket kalz a dra. E 1272, hag eñ e barr e vrud, e roas e vadoù d'ar re baour e Genova da vont da veleg gant Urzh Sant Dominig.