Godiva
Godiva, pe Godgifu, a oa, hervez ar vojenn, un itron sakson en XIvet kantved, e kêr Coventry.Hervez ur vojenn eus an XIIIvet kantved e vije bet o varc'hegañ en he noazh – gwisket gant he blev hir hepken – dre gêr Coventry evit klemm d'he fried abalamour d'an tailhoù re bonner.
En un doare koshoc'h c'hoazh eus ar vojenn ez eus un den anvet "Peeping Tom" en dije sellet outi o varc'hegañ hag a vije deuet da vout dall.
Istor
kemmañGodiva a oa pried Leofric, kont Mercia. Ur mab o doe, Aelfgar, kont Mercia. Anv Godiva a gaver en dihelloù, hag en Domesday survey, skrivet e meur a stumm. E hensaozneg e kaver Godgifu pe Godgyfu, hag a dalv "roet gant Doue", da lavarout eo un anv kenstêr gant Dorotea ha Teodora; Godiva a oa ar stumm latinekaet.
Mojenn
kemmañOberennoù arzel
kemmañ-
Marshall Claxton: Lady Godiva (1850), the Herbert, Coventry
-
Lady Godiva er Maidstone Museum
-
Lady Godiva en Herbert Museum
-
Broadgate Clock, Coventry